Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/194

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
186
emgann kergidu

d’ign oa bet ar zoudarded oc’h ober ho zro dre eno. En em lakaat a riz neuze da zellet pisoc’h dre an ti da c’houzout ha me a velche unan-bennag, beo pe varo. Ha petra veliz ? E kreiz al leur-zi, el leac’h m’oa kleuzet gand an dud o vont hag o tont euz an eil penn d’egile d’an ti oa boutaillou o neun enn eur poullad guin ; paotred ar Republik, goude beza karget ho c’hof ha sammet gant-ho kement a c’hellent da zougen, ho doa diskarget ar boutaillou leun ha didalet ar varrikenn evit miret n’en diviche den banne var ho lerc’h. N’o doa ket kavet a vin-ardant, rak d’ar mareou-ze ar guin-ardant n’oa ket ker stank enn tiez evel ma’z eo breman. Neuze, enn tiez mad, evel e Maner-al-Liorzou, ne veze roet da breja da zen nemed eur banne guin mad : neuze ne veze na kafe, na guin-ardant, na likuriou. Hon tudou koz a gave d’ezho e teue ar guin-ardant d’ho lakaat da goll ho skiant ha da verraat ho buez. Setu perag marteze e vevet kals kosoc’h en amzeriou-all eged breman.

Ar guel a gement-se a lakeaz eur beac’h pounner da goueza var va c’haloun. Petra am boa da ober ? Ne gouien ket va-unan. Setu me er meaz euz an ti da c’hervel adarre :

— Herve Soutre ! Herve Soutre ! Kaer am boa krial, netra ne respounte ac’hanoun, nemed atao dre an avel, hag evel pa viche etouez ar guez, eun tammik klemm bian hag ankeniuz, evel, ma kaf dign, e klever klemmou an Anaoun, da c’houel an Oll-Zent, dioc’h an noz, pa vez ar c’hleier o seni glaz.

— Marteze, eme-ve, int eat d’ar c’hrainch.

N’em biche ket gellet lavaret, evit guir, perak e viche eat an dud euz an ti d’ar c’hrainch, ne oufen ket lavaret ken nebeut perak ez iz di d’ho c’hlask, nemed abalamour an nep a glask a furch dre-oll. Mont a riz ive-ta a-hed an ti varzu ar c’hrainch ; anaout mad a rean an hent : n’edo ket ouc’hpenn hanter-kant paz dioc’h an or : sklear oa an noz, evel a c’houzoc’h ; mad, evelato e ouen eur pennad hep kaout na grainch na netra. — Ne ket souez. — El leac’n m’oa bet grainch Herve Soutre, n’oa breman nemed eur bern ludu ha glaou c’hoaz klouar !

Chom a riz mantret. Ne ouzoun ket pe glaz va morzed pe ienien an noz a ioa kaoz, en em lakaat a riz da grena evel eur bern deliou. Va spered a ioa gand va c’houmper Herve Soutre, gant Katel Eukat, gant Ivonik hag an Did, va