nemed ouc’h ar Pab ; var he garg a eskop, tud ar bed-man n’o doa pe vel : d’hon Tad Santel ar Pab epken oa terri he eskopti, ha tamm da dud hag a rank senti ho-unan ouc’h an Iliz nag ouc’h an eskibien ; rak eun eskop eo pastor he eskopti, ha ne ket d’eur pastor senti ouc’h he zenved, mez d’an denved senti ouc’h ho fastor. Hag ouc’hpenn, pa c’hourc’hemenn Doue eun dra hag an dud eun dra-all a enep, e tleer senti ouc’h Doue ha dilezer lezennou an dud. Hon Tad Santel ar Pab, emezhan en eur achui, en euz staget ac’hanoun ouc’h eskopti Leon : ken na dorro va jadenn e choumign stag ouc’h eskopti Leon, ha ne ket ho lezennou-c’houi eo a viro.
Ar feiz n’oa ket c’hoas mouget e kalounou an oll : barnerien Montroulez a joumaz sebezet o lenn eul lizer ker kalounek hag a lezaz, evit eur pennad, an Aoutrou de la Marche e peoc’h. Choum a reas didrabas var dro eur bloas. Neuze e teuas, euz a Baris, urz d’an dud a lezenn a Vontroulez da gas an Aoutrou de la Marche er meaz euz he eskopti, pe d’hen destum er prizoun. An Aoutrou de la Fruglaye, euz a vaner Keranroux, e Plouiann, el leac’h m’eman breman o choum he vap-bian, an Aoutrou de Champagny, a ra kement a vad dre ar vro, a gasaz eur mevel kalounek en doa enn he di da lavaret d’ezhan beza var evez, rak deuet oa da Vontroulez urz da gregi ennhan. An Aoutrou de la Marche a oue glac’haret, mez ne dec’haz ket : re a ziegi en doa o tilezer he vugale. Antronoz ec’h en em gavas e Kastel eun archer, ha ganthan, en he zac’h ler, urz a berz ar c’houarnamant d’an Aoutrou de la Marche, eskop koz Leon, da vont er meaz euz he eskopti.
P’oue klevet ar c’heleier-ze e Kastel, e oue glac’har e pep ti. An dud divar ar meaz a deuaz e kear hag a ieaz var eeun d’an eskopti da gaout an eskop, ho zad ; tud kear a iea ive var ho lerc’h : oll e lavarent :
— Aoutrou’n eskop, choumit ganeomp ! N’o pe ket aoun rak archerien Montroulez ; ne daio hini da gregi ennhoc’h nemet lammet a rafe dreist hor c’horf-ni, rak ni a skuillo betek ar berad diveza euz hor goad kentoc’h eged ho tilezel.
An Aoutrou de la Marche a rede an dour euz he zaoulagad o klevet komzou ker kalounek. Lavaret a reas d’ar bobl a ioa e toull dor an eskopti :
— It pep hini d’he gear, va bugale vad, mont a ran da c’houlen kuzul digant va vikeled-vras, ha digant tud vad-