enn-hi nag eur banne guin fall zoken, nag eun diner toull ?
— Ia, eme-ve ouzign va-unan, abaoue m’oc’h c’houi deuet enn-hi eo houman bro an diaoul, guir eo ; araok n’oa ket, a-vad. Unan, dreist ar re-all, a glevemp o jarneal ; hen henvel a reant Brutus an Normand. Brutus ! Ha c’houi a glefe ? Brutus ! Daoust ha biskoaz oc’h euz guelet an hano-ze e Buez ar Zent ? Daoust ha biskoaz an Aoutrou Persoun en deuz komzet d’eomp euz a zant Brutus enn he zermoniou ? Mad, hennez, ar Brutus-se, en doa c’hoant da lakaat an tan enn ti araok mont varzu Lesneven, evit diskouez, a lavare, d’ar c’houeriad ne dleer ket lezer soudarded ar Republik da vervel gand ar zec’hed.
— Ia, ia ; lakeomp an tan enn ti, eme an oll a bez.
Eun hanter-heur goude-ze ne glevemp nemed an tan o rosta, an treustou o sklakal, an toennou o koueza enn ho foull... Ar zoudarded a ioa eat enn ho hent. — Great oan evit guelet tanou-goall enn nosvez-se ! heman eo an eil dign.
Elumi a riz adarre va fennad goulou koar ; eur zell a druez a riz c’hoaz ouc’h Herve Soutre, ouc’h Katel Eukat hag ouc’h ho bugale. Eur c’henavezo doaniuz a leveriz ive da Ion an Deniel ha da C’houlc’hen Abolier. Red oa d’eomp mont er meaz euz ar punz ha gedal ken na viche deiz evit tenna er meaz ar c’houeac’h korf maro, rak n’oamp ket hon daou evit ober an dra-ze. An Aoutrou Cren a lavaraz eur veach c’hoaz a vouez huel :
— Requiescant in pace !
— Amen, a respountiz, an dour em daoulagad. Sikour a riz an Aoutrou Cren da zont er meaz : poan am boue, rag gouzout a rit oa re verr ar skeul : a forz da boania, e teuiz evelato a benn euz va zaol.
El leac’h m’oa bet tiegez Maner-al-Liorzou n’oa ken nemed eur bern glaou... Azeza a rechomp dirag, an Aoutrou Cren ha me, evit tomma hon izili a ioa hanter-skournet gand ienien ar punz. Epad m’edomp o tomma, e c’houlenniz digant an Aoutrou Cren penaoz oa kouezet e punz Maner-al-Liorzou, rag me grede oa eat euz a Gergidu gand Paol Inisan, ha, dre-ze, o tlie beza, evel m’oa boazet araok, kuzet e Lanzeon pe e Kervern, pe da viana eun tu-bennag dre eno. Setu aman ar pez a gountaz dign hag ar pez a ziskouezaz dign em boa great mad dont da Vaner-al-Liorzou el leach mont da Lanzeon, rag aman e rean vad, el leac’h e Lanzeon e vichen kouezet e kreiz ar zoudarded.