Ne oue ket red her lavaret diou veach : an Aoutrou Cren hag an Aoutrou Goachet a ziskennaz d’ar red an deleziou, ha, dre an or enn tu-all e lammchont er meaz. An Aoutrou Goachet a droaz varzu ar meneziou da glask kuz etouez al lann. An Aoutrou Cren ne d-eaz ket var he lerc’h : mont a reaz dre guz d’an Atil-Vraz, hag ac’hano, var he zonch, e c’hellaz mont a-hed ar c’hleuziou betek Lescoat. Mont a reaz da di Ian ar Mest, eun den a relijion vad hag a zoujanz Doue. Kounta a reaz d’ezhan ar pez a ioa c’hoarvezet e Lanzeon. Ian ar Mest a oue glac’haret meurbed o klevet an traou-ze, rag en em zarempredi kals a reant, Paol Inisan hag hen, dreist oll abaoue ma rea an dispac’herien kement a zroug er vro. Ne ket marz an dra-ze, rag daou zen a relijion hag a goustianz eeun oant ho daou.
Ian ar Mest n’oa ket evit chom e peoc’h er gear, re nec’het oa ; re a c’hoant en doa da c’houzout petra ioa c’hoarvezet gand he vignoun Paol Inisan ; marteze edot var c’hed anezhan e Lanzeon zoken, rag pa vezer e poan eo e c’hortozer ar guir vignoun. Abalamour da ze, var dro teir heur, ez eaz da Lanzeon var zigarez klask Paol Inisan da ober d’ezhan eun derveziad kerc’hat bizin torr euz an aot. Ha setu aman penaoz, e voe lavaret d’ezhan, oa tremenet an traou e Lanzeon.
Mestr ar zoudarded, hag a ioa eur c’habiten, a zavaz d’ar zolier, el leac’h m’oa chomet Paol hag Anna Roue, hag a c’houlennaz gand eun ear griz :
— E peleac’h eman Paol Inisan, perc’hen Lanzeon ?
— Me va-unan eo, eme Baol.
— Ah ! c’houi eo ? Soudarded, diouallit mad an doriou ; kavet eo va louarn ganen ; ema hen ama.
Hag en eur zistrei ouc’h Paol :
— Deuet omp d’ho kerc’hat aberz ar Republik, ha d’ho kas d’ar prizoun da Lesneven, da c’hedal mont da Vrest, hag euz a Vrest da n’oun dare da beleac’h.
— D’am c’herc’hat da vont d’ar prizoun ! Na perak ? N’em euz great droug da zen, a gaf dign da viana.
— An traou-ze ne zellont ket ouc’h-ime. N’oun ket gourc’hemennet dign lavaret d’eoc’h perag ounn deuet d’ho kerc’hat, n’em euz ken urz nemed d’ho kas da brizoun Lesneven. Evelato e c’hellan lavaret d’eoc’h oc’h tamallet divarbenn goall-draou. Klevet am euz lod anezho gand ar jeneral Canclaux, a ra stad braz ac’hanoun.