— Na pe seurt goall-draou ? Me garfe ho c’hlevet hag ho anaout.
— Pe seurt traou ?... C’hoant oc’h euz, a velan, da ober goap ac’hanomp-ni. Daoust ha n’edoc’h ket e Kergidu, e penn Guineveziz ?
— Me?
— Ia, c’houi, den fall.
— Me, den fall ?
— Ia, c’houi.
— Biskoaz den n’en deuz lavaret dign kement-all ; ha c’houi a zislounko ar ger-ze, pe me velo.
Ha Paol a zavaz en he za evit kregi e kolierou ar c’habiten.
— Holla ! holla ! Soudarded, savit buan d’an neac’h !
Ha daouzek soudard sevel d’ar zolier.
Neuze ar c’habiten, dinec’het, a zavaz mouez d’ezhan adarre.
— N’oc’h euz great droug da zen ebed, eme c’houi ? Hag e c’heller lavaret gevier ken divez ? N’oc’h euz great droug da zen ebed ? Piou a oar ped euz hor breudeur oc’h euz lazet pe lakeat da laza ? N’oc’h euz great droug da zen ? Nag a zaelou koulskoude a vezo skuillet enn hor bro-ni p’en em gavo ar c’helou euz a varo ar re oc’h euz lazet e Kastel hag e Kergidu ? Ped mamm a ranno ho c’haloun pa glevint n’ho deuz mab ebed mui ?
— Ne gouien ket oa ker genaouek, ken diot, ken divergont kapitened ar Republik. Mammou ho soudarded-c’houi a vouelo d’ho bugale maro dre aman ? Ha mammou hon tud iaouank-ni, lazet ganeoc’h, petra livirint ? Daoust ha mammou Breiz-Izel n’euz ket a galoun enn ho c’hreiz ? Ni a zo er gear, a zifenn hor bro ; ne glaskomp trabas ouc’h den, el leac’h c’houi a deu dre aman da esa lakaat ac’hanomp da zilezer hor roue ha zoken hon Doue ; n’her graimp biken. Hag e fell d’eoc’h hon defem-ni truez ouc’h mammou tud ho pro pa ne rit, c’houi, van ebed evit laza hon tud-ni?
— Daoust hag ober eur gentel di-me oc’h euz c’hoant ?
— Nann, rak ne gaf ket dign e talvesfe ar boan.
— Mad a rit, ha lavaret a ran d’eoc’h oc’h tamallet da veza bet e penn Guineveziz e Kergidu.
C’houi a c’hell lavaret ar pez a girit ha tamall kement ha ma kirit. Mar d-edon e Kergidu, beza kroget enn-oun eno ; lealloc’h e vije bet. Mez marteze n’oa ket ken eaz d’eoc’h