Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/204

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
196
emgann kergidu

eno evel ma’z eo aman, rak eno oa goazed ha ne grenent ket dirazoc’h, hag aman n’euz nemed merc’hed...

Ha Paol a reaz eur zell ouc’h Anna Roue, he bried.

— Rok an tamm ac’hanoc’h, a gaf dign.

— An nep a zo eeun he goustianz, ne dle kaout aoun nemed rag Doue.

— Ho Toue ! ho Toue ! Ni ne gredomp ken er spountaillou diskiant-se.

— Doue kouskoude a varno ac’hanoc’h hag a stardo varnoc’h mar kendalc’hit da ober fall, evel ma rit breman.

— Lezit anezhan ganeomp, ni her lakaio var he du, araok ma’z aimp kuit euz ar vro-man.

— Touer Doue, serrit ho kinou gand aoun na gouesfe varnomp tan an env.

— Lezomp-ta an traou-ze a gostez. Ha n’oc’h ket bet ive dilennet da vear e parrez Guinevez ?

— Eo, guir eo kement-se. Daoust hag eun torfet e ve ive, hervez ho kiz, beza dilennet da vear ?

— Nann, n’ounn ket evit lavaret an dra-ze.

— Hag e lavarac’h bremaik ounn eun den fall ! Daoust hag eun den fall a dle beza lakeat da vear enn he barrez ?

— Da viana, pa vezer mear e ranker beza mear e guirionez, hag ober penn-da-benn ar garg a vear ; ha c’houi, petra oc’h euz great euz ho karg a vear ? Fae oc’h euz great var-n-hi, ha pa rear fae var eur garg roet gant ar Republik, e rear fae var ar Republik.

— Nem beuz great fae var den, na var baour na var binvidik, her goulenn a c’hellit digant an oll. Mez n’oun ket evit chom e karg da ober an traou diskiant, disleal ha dizakret gourc’hemennet gant ar Republik. Me am beuz c’hoant da heuilla lezenn Doue ha da zilezer he enebourien ; me gred e c’hellan ober kement-se ?

— Petra ? C’hoant oc’h euz da lavaret ne rit ket a fae var ar Republik ? Koulskoude, n’oc’h bet nemed eur veach epken e ti-kear, eun dervez m’oac’h bet lakeat da zina oac’h hanvet mear ; abaoue n’oc’h ket bet var dro. Ha ne ket an dra-ze ober fae var ar Republik ?

— Ar pez a livirit a zo guir. Va c’hredenn, va feiz, va c’houstianz a zifenn ouzign bale dre ar memez hent ganeoc’h ; her lavaret am beuz dirak an oll enn ti-kear : c’houi ne falveze ket d’eoc’h kemeret digan-en an dilez euz va c’harg : abalamour da-ze oun chomet hep mont var ho tro.

— Ha neuze eur goall dra-all a zo c’hoaz var ho kount.