Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/207

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
199
emgann kergidu

gavaz ar zoudarded enn ti, Jannet ar Go a ioa oc’h aoza mern. Glac’haret braz oa kerkoulz hag ar re-all, o velet he mestr o vont gand tud ken dizakret, hag o klevet lavaret oa anat e viche lakeat d’ar maro.

Ar zoudarded n’oant ket lent, ha perak e vichent ? Mont ha dont a reant dre an ti, rok hag heb aoun ebed. Unan anezho a ieaz zoken beteg Jannet, a ioa var bennou he daoulin var an aoled oc’h aoza he fodad iod. Kregi a reaz enn he baz-iod en eur c’houlenn digant-hi evit pe rumm euz he loened e rea ar guelien-ze. Jannet ne respountaz ger, mez trei a reaz ouc’h ar zoudard en eur blanta gant-han eur stafad a-dreuz he c’hinou.

Setu ar c’hoarz etouez ar re-all.

Ar zoudard a deuaz da veza mezek, koll a rea gand eur vaouez !... Evit en em zevel a enep ar c’hoarz, e tistroaz da gaout Jannet, da floura he fenn d’ezhi, evel evit ober goap.

— Livirit dign, maouez, emez-han, ha mad eo ho kuelien ?

— Sell, tanva anezhan, eme Jannet, en eur denna he baz er meaz euz ar pod, hag en eur frota he fenn leun a iod ouc’h baro ar zoudard.

Mar doa bet araok c’hoarz etouez ar zoudarded, breman ez euz muioc’h c’hoaz. — Ha n’oa ket farsuz ive guelet eur zoudard kaotet he varo d’ezhan a iod gand eur vaouez ? Ne ouzoun ket penaoz e viche eat an traou, ma ne viche ket deuet ar c’habiten da c’hervel he zoudarded ha da lakaat ar peoc’h etouez an oll.

Tregont soudard oant enn ti. Epad m’oa lod oc’h esa goapaat Jannet ar Go, lod-all ne ehanent da duria kement kougn a ioa enn ti. C’hoant kaout beleien o doa ; ne gafchont ket a veleien, mes kaout a rechont ar pez a blije meurbed d’ezho. Kavet o doa eur varrikennad guin-koz er c’hao, hag ar c’habiten a deue da glask ar re-all da vont da eva gant-han. Eaz oa d’ezhan rei banneou, marc’had mad oa ar guin, rag ne gouste netra d’ezhan. — Ar c’helou-ze a laouenneaz ar zoudard kaotet he varo gand iod, ha mont a reaz gand ar re-all d’ar c’hao.

Ar varrikenn a ioa divoulc’h : lakaat eun duellenn enn-hi a ioa re hirr : savet e oue en he za, ha ker buan didalet. Unan euz ar zoudarded a ieaz da lost an ti da gerc’hat ar parailler leun a skudellou, ha neuze pep hini a iea d’ar varrikenn gand he skudell hag a efe kement ha ma kare.