Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/209

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
201
emgann kergidu

ha Louis XVI a ieaz dre eun tu, hag a oue diarbennet ; Prinsez Lambal a ieaz dre eun tu-all hag a c’hellaz mont da Vro-Zaoz, el leac’h ma ne c’hellet ket kregi enn-hi ken, rak edo er meaz euz he bro. Mad, pa glevaz ne doa ket gellet ar Rouanez dont a-benn euz he zaol, e tistroaz e Franz, dre garantez oc’h he mestrez, er riskl da goll he-buez. Ouc’hpenn riskla he buez, siouaz ! e doa great, rak paket e oue. Muntret eo bet ; ha goude he maro e oue distaget he fenn diouc’h he c’horf, lakeat e bek eur berchenn hir, ha gant-han ez ejot dre gear Baris betek prizoun ar Roue hag hini ar Rouanez evit hen diskouez d’ezho.

Meuli a reer ive-ta, ha mad a reer, kaloun ha karantez ar Brinsez-se ; ha kaout a ra d’eoc’h eo kals biannoc’h kaloun ha karantez Jannet ar Go ha Manuel Conseil ? Evit guir, n’oant ket Prinsezed ha ne risklent ket ho buez evit eur Roue hag eur Rouanez ; mez ker c’huek eo ho buez da ziou blac’h paour a Vreiz-Izel evel ma’z eo da eur Brinsez euz a Baris, ha ken talvouduz e tle ar galoun hag ar garantez a zizkouezer e kenver eul labourer divar ar meaz, evel e kenver eur Roue braz var he dron. Talvoudusoc’h eo marteze, rak eur Roue braz ha pinvidik a c’hell paea ar vad a reer evithan, el leac’h eul labourer paour ne ket evit hen ober. Ar c’hemm a zo etrez-ho, marteze, eo m’en deuz Doue digaset ar maro d’ar Brinsez ha lezet an diou blac’h e buez.

Doue, me gred, en doa c’hoant da baea dioc’h-tu Prinsez Lambal evit ar garantez e doa diskouezet, ha d’he c’has gant-han var eeun d’ar Baradoz, e leac’h eo plijet gant-han lezer e buez Jannet ar Go ha Manuel Conseil, evit rei ar bae euz ho c’harantez hag euz ho c’haloun kren ha nerzuz d’ho zud var ho lerc’h. Da viana, merc’h Jannet ar Go, Anna Gueguen, dimezet da Ian Kerbrat euz a Lannener, e deuz breman daou vap belek : unan anezho a zo persoun, hag eun-all a zo tost da veza. Manuel Conseil a zimezaz da Baol ar Moan euz a Leskoat. He bugale a zo-oll herrio er vad ; pinvidik int zoken, hag unan euz he bugale vian, map da Ber ar Moan, a zo ive belek. Ha ne gaf ket d’ehoc’h e ve an Aoutrou Doue, abalamour d’ho mammou koz, o skuilla he vennoz hag he drugarez var an dud-se ? Kement-man ne vir ket ouc’h an Aoutrou Doue da veza digoret gant laouenidigez dor he varadoz da Jannet ha da Vanuel, hen hag a lavar ar pez a zo great d’an dud izommek a zo evel great d’ezhan he-unan.