Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13
emgann kergidu

all a zo aman enn eskopti. Bennoz Doue d’ehoc’h evit ar garantez a ziskouezit dign : Me, n’hoc’h ankounac’haign bikenn, n’ho tilezign ket, mar gellan.

Distro d’he gampr an Aoutrou de la Marche a c’houlennaz digant ar veleien hag an dud a renk huel euz a Gastel a ioa oll en em zestumet enn eskopti, petra en doa da ober. An oll, o velet penaoz ez ea an traou, hen aliaz da gemeret an teac’h. Ma n’her raje ket e viche emgann etre Kastelliz hag an archerien, n’oa ket da veza var zivin, ha neuze an Aoutrou’n eskop a viche penn kaoz a varo meur a hini. An Aoutrou de la Marche a oue glac’haret braz o klevet an ali-ze, evelato e sentaz dre garantez oc’h he bobl : ne falveze ket d’ezhan e viche skuillet evithan berad goad hini anezho.

Penaoz e tec’haz kuit ? Ne oufenn ket, evit her lavaret d’ehoc’h gand guirionez. Lod a lavar oa digouezet varnezhan, en he balez, epad m’edo enn he gampr o skriva he aliou diveza hag he gimiad da dud he eskopti, pevar archer varnugent digaset euz a Vontroulez evit he gerc’hat d’ar prizoun.

An Aoutrou de la Marche a c’houlennaz digant-ho petra glaskent.

— Deuet omp, eme vestr an archerien, d’ho kerc’hat da vont d’ar prizoun da Vontroulez.

— D’am c’herc’hat da vont d’ar prizoun ! Ha perak ?

— Her lavaret a zo bet great d’ehoc’h araok breman ; abalamour ne fell ket d’ehoc’h senti ouc’h lezennou ar c’houarnamant. Alo ! savit divar ho kador, ha deuit ganeomp.

— Evelato e root amzer dign da lakaat dillad-all ha da zestum eur c’hrez bennag da vont ganen. Ha gedal a rafac’h aze eur pennadik, var ar palier, epad ma vezign oc’h ober kement-se ?

Mestr an archerien, gand taol-lagad efeeruz an archer, a zellaz piz ouc’h ar gampr a dro-var-dro. Evel ne vele nemed levriou, bern-var-vern, renket an eil e kichenn egile, e lavaraz d’an Aoutrou’n eskop e choumche d’her gedal. Eur goall bennad e kave d’ezhan e ranke gedal hag e tigoraz ar gampr. Siouaz ! n’oa eskop ebed ken ennhi, eat e ranke beza kuit divar nij....

Neuze e savaz kabal etouez an archerien : dont a rechont oll er gampr ; furcha a rechont kement kougn a ioa... Unan anezho, o sellet pisoc’h, a velaz eur renkad levriou ha n’edo