Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/211

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
203
emgann kergidu

han ha var he zoudarded, hag, eb gounit varnez-ho, marteze, o diviche great eun distro-fall da baotred ar Republik. Hogen ar zoudarded ne garient ket chom el leac’h ma viche stourmet outho : guelloc’h e kavent debri, efa ha laeret didrouz hag eb beac’h ebed, — easoc’h oa ive, evit guir.

P’edo Ian ar Mest o vont enn ti e Lanzeon dre eun tu, daou vevel a ioa o tont ebarz dre eun tu-all, ha gant-ho, Christ ar Groaz-Ruz, torret he zivesker, he zivreac’h, ha diskolpet he benn. Soudarded ar Republik o doa droug ouc’h kement tra a ziskoueze d’ezho ez euz eun Doue ha ne ankounac’haio nag al laeronsiou nag ar goall-oberou. — Daoust ha n’euz ket enn deiz a herrio var an douar tud henvel ouc’h soudarded ar Republik koz ? — Marteze ive ar c’habiten en doa c’hoant da zizec’ha, ar muia ar guella, kaloun Paol Inisan, rag hounnez ar groaz-se a ioa savet eno gand he dud koz, e penn ho douar, a du Lochrist, hag ioa ive hanvet kroaz Inisan.

Epad m’edont, evel paotred ar zabat, o tansal, o iouc’hal hag o pec’hi, evel pa viche kollet ho fenn gant-ho, enn dro da dammou ar groaz bruzunet, ec’h en em gavaz a du Bretouarne ar re a ioa eat da Gervern, ha, gant-ho, en ho zouez, seur Kervern, Mari Kemener, staget gant eur gordenn he daouarn adren he c’hein. — Soudarded kalounek ! Liamma he daouarn da eur vaouez ! Aoun hoc’h euz ? Rak petra ? Rak eur vaouez ? Alo-ta, mezuz e ve evit soudarded !...

Evel ma komzent e gallek, mevellien Lanzeon, a ioa eat var ho lerc’h, n’o doa ket gellet gouzout petra a lavarent. Laouen oant, da viana, ha, dioc’h an neuz anezho, oa fouge ennho o veza deuet, ken eaz ha ker brao, a-benn euz ho zaol. Hag e guirionez, ne ket eun dra vrao guelet tregont soudard o tont a-benn euz a eur goaz hag euz a eur vaouez ! ha c’hoaz ar re-man n’edont ket var evez !

Ne zalejont ket da vont enn ho hent ha da stampa kaer varzu Lochrist ; mall o doa da vont da Lesneven da lavaret peger brao taol o doa great. — Mevellien Paol Inisan a hastaz a-fo dastumm an tammou euz ar groaz bruzunet evit ho digas gant-ho da Lanzeon, hag eno emaint c’hoaz enn deiz a herrio. Ian ar Mest a gavaz Anna Roue deuet enn-hi he-unan, mez drouk-lived meurbed. Daoulinet oa, hi, Jannet ha Manuel, ho zeir o lavaret ho japeled evit Paol Inisan. Kregi