Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/214

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
206
emgann kergidu

puns doun er penn-all d’al leur, hag oa brao teuler an oll ebarz, bugale hag all.

— Ia, ia, eme ar re-all, ar berra eo : hag eno e vezint didrouz diouc’h tud ar bed evit lavaret ho fedennou.

— Mad a leverez, eme ar re-all ; araok ma’z eor d’ho c’hlask di o devezo bet amzer da uza ho zeod en eur bedi ho Doue.

Ker buan e oue kroget enn Herve Soutre, e Katel Eukat, enn ho daou bugel, enn daou vevel hag enn Aoutrou Cren da ziveza, hag e ouent taolet var ho fenn e goueled ar puns. Katel Eukat a ioa beo c’hoaz pa deuaz an Aoutrou Cren euz he fallaen, rak en eur goueza er puns oa semplet, ha ne ket souez : eur goall-lamm oa ive hennez, koueza var ar penn en eur puns doun ; meur a hini a viche semplet evit nebeutoc’h. An tri-all hag ar vugale a ioa maro.

Pegeit oa padet fallaen an Aoutrou Cren ? Ne ouzoun ket. Komz a reaz ouc’h Katel, mez siouaz n’oa evit lavaret ger, ne rea nemed ficha he dourn. — Epad m’edont an eil e kichen egile enn ti, stag ouc’h treid ar gueleou, an Aoutrou Cren en doa kofeseat an oll, ha roet d’ezho, en hano Doue, ar pardoun euz ho fec’hejou. Rei a reaz c’hoaz breman da Gatel induljansou ar maro mad.

C’houeac’h den muntret, merzeriet er memez nosvez ! C’houeac’h sant e Baradoz an Aoutrou Doue !!

Setu a-ze ar pez a ioa c’hoarvezet gand an Aoutrou Cren hag e Lanzeon abaoue emgann Kergidu. Setu a-ze penaoz oa kouezet er puns hag e viche marvet enn-han, ma n’en diviche ket va eal mad-me va digaset enn nos-se da Vaner-al-Liorzou, el leac’h va c’has da Lanzeon evel am boa c’hoant.


————