Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/217

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
209
emgann kergidu

treid he gamaraded... — Hennez ne deuio ken da lakat an tan e ti va c’houmper Herve Soutre.

Pebez dispac’h ha pebez freuz a reaz va zenn etouez ar zoudarded ! Lod anezho a jomaz souezet ha mantret ; lod-all a bec’he hag a gomze a-dreuz hag a-hed ; oll oant distroet varzu al leac’h m’edon-me enn-han o klask guelet an hini en doa tennet. Re zivezad edont ; me a ioa en em daolet a-c’hourvez etouez ar balan hag a garge adarre va fuzil.

— Peoc’h-ta, eme an tammik ofiser.

Chom a rejont sioul enn ho za da zelaou ; mez ne glefchont netra, rag dija em boa karget adarre.

— Diouc’h peleac’h an diaoul, eme eur zoudard, eo deuet an tenn ifern-ze ? Koz bro fall !

Biza a riz evit an eil gueach, hag, e feiz, hen eo an hini a ioa eat da fall. Koueza a reaz maro-mik... — Hennez ne deuio ken da lavaret eo eur c’hoz bro fall hor bro-ni a Vreiz, bro an dud kalounek a gar ho Doue hag ho roue.

Letanant, eme ar zoudarded-all, evit hennez, an tenn-ze, a zo deuet ac’halenn, euz a-dren ar vojenn lann-man.

— A gaf did ?

— Ia, rag guelet em beuz ar moged.

— Guir eo an dra-ze, eme ar re-all.

— Mad, it-ta neuze er park dreist ar c’hleuz ha dineizit alese al laeroun.

Ar c’henta a zavaz var ar c’hleuz a reaz lamm-chouk-he-benn ; an eil hag an trede a reaz er memez tra ; a veac’h ma veze ho zroad var ar c’hleuz, ma kouezent var ho fenn enn hent... Ne skoen tenn e bed abiou.

Setu dija pemp d’an traon ! Mez n’edo ket c’hoaz va c’hount eno... Kaer am boa beza lazet lod anezho, ne ouen ket evit miret ouc’h ar re-all da zont er goaremm ; eiz pe nao a lammaz enn eun taol var ar c’hleuz, ha me n’em boa nemed eun tenn em fuzil. Neuze e soubliz hag ec’h en em ruziz kant paz larkoc’h etouez ar balan, hag e leziz anezho da furcha ar c’harz kement ha ma kerent, a daoliou fuzil hag a daoliou kleze. — Kounnaret oant, rag ne gavent netra. — A-benn eur pennad e tiskenchont adarre enn hent braz en eur zakreal kement, m’am boa aoun na viche kouezet an env var hor penn. — Var ar pec’hi oant tud dibab, an dispac’herien.

O c’hedal ma’z achent kuit edon. Tostaat a riz dioc’htu