ouc’h ar c’hleuz ; biza ha tenna a riz adarre... Pevar a ziskariz ne ouen ket pell, hag an dra-ze a rea nao ; mez euz a nao da c’houeac’h-varnugent, euz meur a hini da gounta.
— Tonerr-de-tonerr, eme eun-all, eun tamm kaporal oa hennez, a gaf dign, an diaoul he-unan a rank beza var hor lerc’h !
Hennez oue an dekved da vont d’an traon, hag hennez na deuio ken da gemeret Ian Pennors evit an diaoul.
Tenna a riz eun tenn-all c’hoaz goude hennez, hag adarre em boa diskaret va den. Ne rean tenn guenn ebed. Ar zoudarded ne gouient e peleac’h trei, diboellet oant. Euz ar park balan e teue an tennou, her guelet a reant, mez ne velent den ebed... Ouc’hpenn, nec’het oant. — Me a ioa atao va lagad o para varnez-ho epad m’edo va daouarn o karga va fuzil.
Enn eun taol, e veliz seiz pe eiz o lammet er park o tont varzu enn-oun eb m’am boa gellet, enn dro-man, rei va zenn da hini anezho. Me, d’am zro, a zoublaz va fenn a-zindan ar balan hag a belleaz dioc’h ar c’hleuz. Gourvez a riz ha chom a riz evelse da c’hortoz ma vichent eat kuit evel enn dro-all. Mez enn dro-man avad, oa bet darbet dign beza tizet va-unan. Daou zoudard, ar gounnar gant-ho, n’oant ket eat enn hent gand ar re-all. Skei ha bazata a reant ar balan gand baionettez ho fuzil : ha me n’em boa ket ho c’hlevet o tont var-noun ; me a ioa o sellet ouc’h ar re-all o vont kuit. Edont var-noun, ha me, buanna ma c’hellen, o plega va fenn. Mont a reant a-hed ar valanek en eur furcha a daoliou baionettez a gleiz hag a zeou. Ken tost edont d’ign ma kouezaz taol unan anezho var beg va skoas. Eur boan griz a reaz an taol-ze dign, mez ne finviz ket muioc’h eget pa vichenn bet maro. Mez pemp minuten goude-ze, p’oa eun tamm pelleat, me em boa her c’haset d’ar bed-all da gaout he gamarad Brutus an Normand. Egile a gemeraz aoun hag a lammaz dreist ar c’hleuz enn hent, evel pa viche kroget an tan enn he lost ; ha mad a reaz.
Va c’hredi a c’hellit, me n’edon ket em eaz. Va goad a rede a-hed va c’horf, adalek va skoaz beteg va zreid, ha kouskoude n’em boa ket re a c’hoad da goll : goadet oan bet dija e Kergidu. Harpa a riz mad evelato, rag eun dra am boa lakeat em penn : red oa dign venji va c’houmper Herve Soutre, he c’hrek, he vugale, Paol Inisan, seur Kervern, Mari Kemener, hor c’hamaraded hag hor c’herent maro e