Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/220

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
212
emgann kergidu

— Lazit ac’hanoun, emez-han ; hag e c’hoantea krenvaat he vouez ; lazit ac’hanoun, n’em beuz ket a aoun.

— Komz mad a rit a-ze, va c’hamarad iaouank ; ia, ia, komz mad evit guir. C’houi a viche mad da veza a enn tu ganeomp-ni.

— Me a zo e tu ar Franz.

— Franz a zo el leac’h m’eman Doue hag ar roue, va faotr ; ha c’houi, kerkouls hag ar re a zo a du ganeoc’h, ne rit nemed laza merc’hed ha bugale, tud ha ne reont drouk da zen ; ne rit nemed laerez ilizou ha devi tiez dre ma ’z it. C’houi etrezoc’h, divroidi ha dispac’herien, a lavar ne deuz e Breiz nemed laeroun ha tud fallakr, abalamour ma tifennnont ho Doue, ho roue, ho bro hag ho zud ; mad, me a lez ganeoc’h ho puez ; it da gaout ho kamaraded, ha lavarit kement-se d’ezho ; lavarit d’ezho ive eur Breizad, he-unan, enn eun nosvez epken, en deuz lazet d’ezho c’houeac’h soudard varnugent a dennou fuzil, hag en doa ho lazet abalamour m’o doa merzeriet, gand ar grizder ar grisa, eun tiad tud n’o doa great drouk da hini anezho. Kenavezo, den iaouank.

Lezer a riz ive-ta, abalamour d’he vedalenn, he vuez gand an tammik ofiser, ha dont a riz dre an hent berra da goajou Kermenguy da renta kount euz va beach d’an Aoutrou de Kerbalanek. — Eno e tlien kaout ive an Aoutrou Cren ha va oll gamaraded.

— Diouc’h ar pez am boa klevet, ne dalie ket ar boan d’ign mont da glask tud da harpa ouc’h soudarded Canclaux e kostez Lanzeon nag e kostez an Arvor, pa ’z oa guir oa eat Paol Inizan d’ar prizoun.

— Allaz ! paour keaz Ian Pennors, eme Mauriz Magerez, pa velaz ac’hanoun o tont leun-c’hoad, n’ema ket doare ar friko varnoc’h ! Eur goall dro a zo en em gavet ganeoc’h enn noz-man, diouc’h ma velan ?

— A gaf d’eoc’h, Mauriz ?

— Ia, pe ne velan ket sklear ; kouskoude eo savet an heol. Mad, it var hent Lesneven, dirak park balan Ian Berthou, o chom e Trefalegenn, hag e velfot tro piou a zo bet enn noz-man.

Neuze e kountiz ar pez am boa great. An Aoutrou Cren a reaz eun tamm sermoun dign, hag evelato va c’haloun n’oa ket glac’haret ouc’h her c’hlevet ; mez an Aoutrou de Ker-