Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/224

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
216
emgann kergidu

em biche douaret Canclaux hag he zoudarded etre Kastel ha Kergidu ; hag her great em biche ive, ma ne viche ket digouezet varnomp ar Prat gand he ganoliou.

Goude beza trec’het Canclaux, va mennoz oa mont varzu Brest evit kas euz ar gear vraz-se an divroidi deuet di, hag a laka kement a spount da reded dre ar vro gant ho lezennou dizoue hag ho c’hrizder. Mez, evit ober kement-se, evit beza treac’h da gear Vrest, evidomp da gaout enn-hi meur a hini a du ganeomp, e rankemp beza kals tud, rak anat eo d’eoc’h ne ket eaz mont enn eur gear var soudarded hag a zo mogeriou huel a dro-var-dro d’ezho. Abalamour da-ze em boa lakeat kemenn d’an oll dud a galoun a vro Leon, hag euz a Gerne zoken, dont d’hor c’haout da vourk Berven. Varc’hoaz hag antronoz, e tleont en em gaout. Dont a dle tud a Blouneour-Menez, a Gommana, a Blouziri, euz au Dre-Nevez, euz ar Merzer, a Vimilliau, a Lambaol, a Viniventer, a Vodiliz, hag euz a veur a leac’h-all. Dont a dle zoken euz ar Fouillez, euz a Vrasparts hag euz ar parresiou-all euz ar vro-ze. Evel a velit, kals tud e tliemp beza evit bale varzu Brest, hep kounta ar re hor biche kavet enn hent en eur vont.

Siouaz, ne ket deuet an taol da vad ganeomp.

Er brezel, e ranker sonjal e pep tra, er c’holl kerkouls hag er gounid, ha beza e tu da harpa ouc’h ar c’holl kerkouls ha da lakaat ar gounid da veza talvouduz. Mar kollit, klaskit ho tro da dec’het heb beza re dizet ; mar gounezit, it araok ha flastrit muia ma c’helfot hoc’h enebour.

An dra-ze am beuz great, hag, evidoun da veza glac’haret braz da veza kollet e Kergidu, e c’hellan lavaret em beuz tennet va zud a-zindan ar beac’h, guella ma c’hellet hen ober.

— Oh ! Aoutrou de Kerbalanek, piou a glemm ac’hanoc’h ? Poan a rit d’eomp o komz er c’hiz-se.

— Ne ket abalamour d’eoc’houi eo e komzan evel-hen, rak me hoc’h anavez mad.

— Ma ne ket abalamour d’eomp-ni eo, eo da viana abalamour d’hor mignouned a zo maro enn emgann.

— Ne ket ken nebeut. Selaouit.

- Eo, eo. Breman e c’houzomp perak oc’h ker glac’haret, ha ne gredac’h ket her lavaret aeomp.

— Selaouit ac’hanoun, a lavaran d’eoc’h, ha bremaik e velfot ne ket guir ar pez a zonjit.