Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/230

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
222
emgann kergidu

rankez chom a-za tammou, e chomi. An traou-man a ri dioc’h ar pez a c’hoarvezo ganez.

— Ar pez a livirit a vezo great, Aoutrou de Kerbalanek, ha skouarn ar c’had ne d’eo bet jamez tanooc’h eget na vezo va skouarn-me fenoz.

— Goasa ma vezo, eo p’en em gavi e bourk Berven. Penaoz treuzi an hent braz evit mont da gaout an iliz ? Penaoz mont enn iliz ? Penaoz sevel enn tour ? Setu a-ze, Ian Pennors, kudennou diez da zibuna, ha ne c’helli ho dibuna nemed pa vezi var al leac’h. Araok treuzi an hent braz, kea var bennou da zaoulin, sao da galoun varzu Doue, en em erbed ouc’h an Itroun-Varia, ha ma kavez brao da dro, bale araok.

Deuet eo an abardavez ; red eo mont enn hent. Ar re-all o doa an ear glac’haret ; evidoun-me, me lavar d’eoc’h ar virionez, a ioa ken dinec’h va c’haloun o vont kuit, ha m’oa skanv va gar o lammet dreist ar c’hleuz kenta a gafchon diraz-oun. Ar pez en doa lavaret d’ign an Aoutrou de Kerbalanek, a riz penn-da-benn. Mont a riz a-dreuz an douarou, selaou a rean eur veach an amzer ; mez ne gleviz netra, ne veliz den, hag en em gaout a riz treuz eur park epken dioc’h tiez bourk Berven.

Araok mont larkoc’h ec’h en em daoliz var bennou va daoulin hag e pediz Doue hag ar Verc’hez c’houeka ma c’helljon. Goude-ze e saviz em za, hag en em lakiz da velet ha karget mad oa va fuzil, ha chomet oa stard avoualac’h, evit ober eur c’haloupadenn, va gouriz lian-du.

Ia, pep tra e ioa mad ; neuze e riz sin ar groaz, hag e teuiz betek ar c’hleuz a sko var an hent braz, d’ar c’huz-heol, varzu Lanhouarne, el leac’h m’eman breman ar Post.

Sevel a riz ouc’h ar c’hleuz, gourvez a riz var he c’horre, astenn a riz va gouzouk evit taoler eun taol-lagad a bep tu var an hent braz.

Ne velen den nag o tont nag o vont : klevet kaozeal a rean a-vad er penn-all euz ar bourk ; e ti Bielon e kave d’ign e oa.

Chom a riz eur pennad er c’hiz-se da c’houzout penaoz tenna ar brava va fleg evit mont betek an iliz.

Meur a veach oan bet mennet da vont betek enn-hi en eur redadenn, mez trouz am biche great, ha klevet e vichen bet.

Sevel a riz goustadik var ar c’hleuz, diskenn a riz goustadikoc’h c’hoaz. ha setu me var an hent braz. Tenval oa an noz, ha n’oa ket eaz guelet a-bell. Evelato e kaviz guel-