Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/231

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
223
emgann kergidu

loc’h treuzi dioc’h-tu, var eeun, an hent bras, ha mont a-hed an tiez penn-da-benn, e tu ar c’hresteiz, betek ar vered.

Mont a rean er c’hiz-se varzu an iliz, ha, pa gleven an avel o sourral krenvoc’h, pe eur griadenn skiltrusoc’h o tont euz a di Bielon, e chomen a za, ec’h en em eeunen sounn ouc’h an ti evel pa vichen bet eur mean benerez lakeat er voger gand ar mansouner.

An avel a zourre dreist kein an tiez, ar republikaned a iouc’he er penn-all d’ar bourk, ha me a iea atao. En em gavet oan e penn an ti diveza ; n’oa, etre ar vered ha me, nemed hent braz Landivicho ; mez penaoz treuzi an hent-se hep beza guelet ? n’edon ket daou-ugent paz dioc’h an tiez m’oa kement a drouz enn-ho !...

Ne ouzoun ket kals penaoz a riz ; ar pez a zo guir, eo enn eun taol edon enn tu-all. Va c’haloun a zizammaz eun tamm, rak edon harp ouc’h ar vered, sellet a c’hellen enn-hi ha ne velen ha ne gleven den enn dro d’an iliz.

— Itron-Varia Berven, eme-ve, me ho trugareka a greiz va c’haloun.

Kaout a rea d’ign oan deuet a-benn euz va c’hrevidi. Me grede n’em boa ken da ober nemed sevel var bek an tour, staga va riblennad lian-du, dont d’an traon ha mont da lavaret d’an Aoutrou de Kerbalanek oa great, ha great mad, ar pez en doa gourc’hemennet. Abalamour da ze e lammiz skanv er vered, hag ez iz var eeun da gaout an or a zo e tu ar c’hresteiz d’an iliz. Serret oa... E peleac’h edo an alc’houez ? N’oan ket evit mont d’her c’hlask dre an tiez, anat oa, rak an tiez a ioa leun a zoudarded. Koulskoude oa red d’ign mont enn iliz evit gellout pignat enn tour. Petra da ober-ta ? Trei a riz va c’hein ouc’h an or, harpa a riz va daou zourn var bennou va glin, hag, er c’hiz-se, daoubleget, ec’h en em lakiz da horta ken na oan skuiz. Mez kaer em boa horta an or, ne zigore ket.

Red oa d’ign klask eun digor-all. Trei a riz da zellet ouc’h an iliz, hag e veliz, torret ar guer varnez-han, ar prenestr a zo d’ar zao-heol d’an or. Kavet oa va c’hrog ganen, a gave d’ign. Mez siouaz ! n’oan ket evit tizout betek enn-han ! Enn dro-man avad ne jomiz ket d’en em skuiza ; guelet a riz oa red d’ign eur skeulik vian pe eur c’hravaz da nebeuta evit gellout mont enn iliz dre ar prenestr.

O velet ne deue den var va zro, ec’h hardisean, hag, oc’h en em hardisaat, e teue va skiant da sklerraat. Dre-ze, ne