Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/233

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
225
emgann kergidu

a veach, hag a c’helle beza ankounac’heat enn-hi meur a venvek. En em lakaat a riz da glask.

Diou veach em boa great tro an iliz, furchet em boa pep kougn ha ne gaven netra. Edon nec’het, nec’het meurbed, hag ar c’houezen a ioa pizennet var va zal... Soudarded Canclaux a c’helle koueza varn-oun enn iliz ; ha penaoz stourm out-ho va-unan, ha penaoz tec’het enn ho raok ?

An dud a ra avechou traou ha ne c’houzont ket perak e reont anez-ho. Me a deuaz, evel en eur huvreal, adarre da gaout dor an tour. Eun dra-bennag a lavare d’ign e kafchen an or digor. Doue hag ar Verc’hez, anat eo, a sklerijenne va skiant hag a roe nerz d’am c’haloun. En eur vont a-biou, n’oun dare perak, e tigoriz eur gofesion goz a ioa etre an or-dal ha dor an tour. Digeri a riz anezhi atao eb gouzout kals perak ; en em lakaat a riz da furcha anezhi, ha da baoata gand va daou zourn kement kougn a ioa enn-hi. Enn eun taol, burzud ! e kouezaz va dourn var eur bern alc’houeziou a ioa kuzet a-zindan ar skaoun ma vez ar belek azezet varnezhi.

— Sell-ta, eme-ve, setu aman e tal an or, an alc’houez ez ean da glask dre bevar c’horn an iliz.

Ar sakrist, me gred, en doa gellet kuzet eno an alc’houeziou evit miret ouc’h soudarded Canclaux da zevel enn tour. — Ne ket eun alc’houez epken em boa kavet, pevar a ioa. Pehini oa an hini mad.

Ne vezign ket pell, eme-ve ouzign va-unan. N’em beuz nemed ho esa, an eil varlerc’h egile, hag e velign pehini anezho a zibrenno an or.

An alc’houez kenta a reaz kazek, ne d’ea na ne deue ; a-veac’h zoken ma’z ea er potaill. An eil a reaz ive tro venn, ha setu va enkrez o tont enn dro.

C’hoarzin a rit marteze ouc’h va c’hlevet, iaouankiz an amzer-man ; mez me garfe ho kuelet enn eun iliz, e kreiz an noz, eb gellout tec’het, enn dro d’eoc’h a bep tu soudarded n’o deuz ken c’hoant nemed d’ho laza. Brao eo kaozeal pa vezer pell, mez ne ket brao beza er stad m’edon-me enn nozvez nec’huz-se.

Doue en deuz krouet peb den hervez m’en deuz bet c’hoant, me gred. Roet en deuz da bep hini he skiant hag he benn ; mad, da Ian Pennors en deuz roet eur penn kalet, ne zigalouneka jamez. Enn he greiz euz lakeat eur galoun atao leun a fizianz enn he Grouer hag enn he vadelez.