Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/239

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
231
emgann kergidu

gavet eno, ec’h en em lakiz adarre da skrabat va fenn. Savet oan enn tour, edon ebarz ; mez penaoz mont kuit ? An iliz a ioa leun a zoudarded... Ha koulskoude n’oan ket ken nebeut evit chom enn tour... Petra da ober ?

Edon o klask an tu da dec’het pa gouezaz va daoulagad var ar bern kerdign oan bet kuzet a-zindan-ho.

— Kavet an dro, eme-ve gand laouenedigez. Tec’het a rign c’hoaz, ha mont a rign da lavaret d’an Aoutrou de Kerbalanek en deuz great mad digas Ian Pennors da Verven da ober goap euz ar republikaned.

Ne ouzoc’h ket petra am boa sonjet ? Setu hen aman : Ar c‘herdign-man, eme-ve, a zo bet evit seni ar c’hleier araok m’oant laeret gant ar Republik. N’em beuz nemed staga ouc’h ar garidou an hini a ioa stag ouc’h bazoulenn ar c’hloc’h da ober kloc’h-galf, hag ez ai betek an traon. N’em bezo nemed kregi enn-ni, mont a-ruz gant-hi, ha goustadik e tiskennign er vered. Goude-ze me a dec’ho evel ma’z oun deuet, dre guz, a-rez an tiez hag ar c’hleuziou.

Ne ouen ket pell evit diroufenna va c’hordenn hag he starda stard ouc’h unan euz guerzidi mean ar garidou. P’am boue skoulmet mad va c’hordenn ha great enn-hi eur c’houlm-par, e lakiz va fuzil enn dro d’am diouskoaz, adren va c’hein. Araok mont er meaz euz an tour, e riz sin ar groaz oc’h en em erbedi adarre ouc’h an Itron-Varia hag ouc’h sant Ian, va faeroun. Goude-ze, leun a fizianz, e krogiz em c’hordenn, ha setu me o tiskenn d’an traon... Dont a rean goustadik, krog mad gand va daou zourn hag ar gordenn etre va divesker. An avel a c’houeze a dreuz-vor hag am c’hase hag am digase euz an hanter-noz d’ar c’hresteiz, hag euz ar c’hreisteiz d’an hanter-noz, en eur steki ac’hanoun en eur vont hag en eur zont ouc’h moger an tour. An dra-ze ne rea netra, tostaat a rean ouc’h an douar.

Enn eun taol-kount e santiz lost ar gordenn, a ioa eur c’houlm teo enn-han, o rikla a-biou va boutou hag o tont betek pennou va glin. Eat oa ar gordenn enn he hed, ha me sellet d’an douar. Siouaz ! edon c’hoaz da nebeuta pemzek pe ugent troatad ! Chom a riz eur pennad da sonjal ; eur goall lamm am boa da ober... Hag an avel a c’houeze atao, am c’hase hag am digase muioc’h breman eged araok, abalamour m’edon e lost ar gordenn. Taolet ha distaolet e vezen ouc’h an tour ; blounset ha bronduet e veze va c’horf ; ne rean ket a van. Ar zoudarded a ioa skournet bremaik er