Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/240

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
232
emgann kergidu

garidou, ha me, an dour a zirede dioc’h va zal evel pa vichen bet o varrat. Nec’het braz oan.

N’oan ket evit chom pell er stad-se, rak guelet e c’hellen beza gand an hini a viche eat abiou, hag ouc’hpenn, skuiza a rean ; maro oa dija va daouarn.

— Alo ! eme-ve, neun pe veuzi, unan a zaou ! Guerc’hez Vari, bezit truez ouzign !

Ha me leuskel ar gordenn ha koueza er vered, dirak an or-dal...

Marteze oan kouezet d’an douar var va c’hein, marteze ive ar strons a ioa bet kaoz, evidom-me ne ouzoun ket ; ar pez a zo guir da viana eo ez eaz an tenn er meaz va fuzil, a c’houzoc’h er-vad a ioa stag ouc’h va c’hein, enn dro d’an diouskoaz. An tenn a grozaz dre bevar c’horn bourk Berven hag a lakeaz enn eun taol var zao oll soudarded Canclaux. Kaout a rea d’ezho, me gred, edo erru varnez-ho kement goaz a ioa e bro Leon. Ha n’oa nemed Ian Pennors epken o lakaat kement-all a gemmesk.

Abafet e ouen eur pennadik gand va lamm, mez ne zaleiz ket da zont enn-oun va-unan. Ar Verc’hez Vari, a gaf d’ign, a sklerijennaz ac’hanoun. Araok m’oa digouezet soudard ebed, edon o vont dreist ar skalier er meaz euz ar vered, varzu Guitevede. Kerkent ha m’ouen deuet er meaz, e leac’h kenderc’hel da vont var eeun varzu ar c’hresteiz, e troiz dioc’htu m’oan eat er meaz, a-hed moger ar vered, en eur zoucha va fenn, varzu ar zao-heol. Lammet a riz er park tosta ha chom a riz eno da guzet e-mesk eur vojenn drez. Ar zoudarded a gleven o vont d’ar red dre an hent braz varzu Guitevede, en eur grial, oc’h en em c’hervel an eil egile hag en eur leusker tennou fuzil.

Ha me em c’huz a lavare :

— Glabousit atao, paotred ar Republik, ma ra vad d’ho kaloun ; devit poultr ar Republik muia ma c’helfot ; Ian Pennors n’eman ket enn tu-ze.

Evelato, evel a dleit da zonjal, n’edon ket re em eaz. Pa gavaz d’ign oa eat ar zoudarded eur pennad var hent Guitevede, e saviz euz va c’huz hag e lamchon enn hent braz hag hen treuziz d’ar red evit mont, abiou penn ti Bielon adreuz an douarou, varzu koajou Kermenguy, el leac’h m’edo an Aoutrou de Kerbalanek ha va c’hamaraded.

Treuzet em boa an hent braz, great em boa kant paz enn hent kar a zo e penn ti Bielon, dizammet oa dija va c’ha-