Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/241

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
233
emgann kergidu

loun, p’en em gaviz penn-ouc’h-penn gand eur vandenn soudarded a deue euz n’oun dare peleac’h. Me gred e teuent da c’houzout petra a ioa a-nevez e Berven gand kement-all a dennou fuzil.

Enn dro-man n’oan ket evit tec’het. Mont araok pe chom a za, oan paket ; dont var va c’hiz, tec’het a zeou dre ar park e viche tennet varn-oun, hag a gleiz oa eur voger. E penn ar voger-ze e veliz eun draf hag a ioa digor. An draf-se a skoe var leur Bielon ; euz al leur ez ear er porz, n’oa ken digor ; mont a riz dre eno. Mez ar porz a zo eur porz cloz, ha n’oan evit mont er meaz anez-han nemed dre zor an ti a velen digor. Aman n’oa ket da varc’hata, klevet a rean tiridignat armou ar zoudarded a rede var va lerc’h ; mont a riz a benn-herr enn ti.

Evit kaout kement-all a brez, ne gollen ket va fenn. Gouzout a rean e tlie beza kals soudarded e ti Bielon, rak n’oant ket eat-oll d’am c’hlask-me var hent Guitevede ; kredi a rean ive, evel m’oa ien an amzer, e tlient beza o tomma ouc’h an tan, er penn huela. Abalamour da-ze e troiz krenn varzu ar penn-all, da lost an ti. Mez eno ne velen kuz ebed, ha koulskoude ar zoudarded a ioa var dreuzou an ti. Eun taol lagad a oue avoualac’h d’ign. Ha c’houi a zivino e peleac’h ez iz da guzet ? Er siminal, ia er siminal. Eur pod houarn braz, bet o tomma lichou da ober ar c’houez, marteze ive ar zoudarded o doa great ho zoubenn enn-han, a ioa var an aoled ; lammet a riz var he c’horre ha divar-n-han e c’helliz, en eur groazia va divreac’h, tizout daou gostez ar siminal. En em zibrada a riz a nerz va divreac’h, hag, en eur astenn va divesker a bep tu, e c’helliz sevel huel avoualac’h evit beza e kuz araok m’oa deuet ar zoudarded d’am c’hlask, rak bet oant da genta er penn huella, abalamour ma kave d’ezho e vichenn eat er penn-ze da c’houlen golo digant Bielon.

Setu me evel eun anduillen e siminal Bielon. Mez an anduill a vez stag, ha me ne rean nemed rikla a damm-a-damm, rak ginou ar siminal a zo ledannoc’h eged he vek. Epad ma kleven trouz ha krosmol dre an ti, ha ma kave d’ign n’oa den tost d’ar siminal, e lakiz va fuzil, a ioa atao ganen, evel a c’houzoc’h, eeun a-dren a-hed livenn va c’hein. Er c’hiz-se oan deuet evel da veza teoc’h hag e c’hellen en em harpa dioc’h an daou du hep skuiza re na va divreac’h na va divesker. Chom a riz evelse sioul ha didrouz.