Ar zoudarded a iea hag a deue dre an ti ; pec’hi ha sakreal a reant ; kas ha digas a reant ar paour keaz Bielon, ne gouie ket edon enn he di, rak evel eur skeud oan pignet er siminal. Ne ket d’an traon, e lost an ti, el leac’h m’edon koulskoude, oa ar muia klask d’ign, er c’hamprou d’an neac’h, er zolieriou oa. E fesoun, oan savet e huelded ar zolier, rak klevet a rean anezho ker splamm evel pa vichen o kaozeal gant-ho ; hag evit guir, eun hanter-droatad moger epken, me er seminal hag int-hi er zolier, a ioa etrezomp. N’edo ket brao an traou ganen, ha koulskoude oa fouge enn-oun o lakaat kement a gounnar er republikaned.
Epad m’edont o tournial hag o krial divar benn Bielon, me a zave atao goustadik hag a damm-a-damm er siminal ; dre ar bek e ranken mont er meaz pe oa great ganen. Da genta va fuzil e doa great vad d’ign, abalamour m’oa re frank ar siminal ; breman e ra drouk abalamour m’eo re striz ; ne c’hellomp ket mont hon daou a du ha tu, va fuzil ha me. Petra da ober ? He distaga a riz dioc’h va diouskoaz evit he staga ouc’h va gouriz hag he lezer a-ispill. Er c’hiz-se, en eur zacha anezhi d’am heul, e c’helliz sevel betek an neac’h.
E c’helle beza var dro div heur-hanter, pe deir heur, pa c’helliz sevel va fenn er meaz euz ar siminal ; ien oa atao, evelato me a gave graz kaout eun tamm ear ; leun oa va fronellou a huzuill, hag an avel, evit-han da veza fresk, a rea vad d’ign.
Pa’m boa gellet sevel va diouskoaz er meaz, e chomchon eur pennad, brankodet enn daou du, evit en em ziskuiza. Selaou a rean ha me a glefche c’hoaz eun trouz-bennag ; sellet a rean a bep tu da velet hag eur zoudard-bennag a viche chomet da rodal enn dro d’an ti. Ne velen den, ne gleven netra. Neuze, goustadik, sioul ha didrouz, e saviz er meaz var bek ar siminal ; sacha a riz va fuzil ganen, diskenn a riz var livenn gein an ti. Eno e c’hourveziz eur pennadik-all evit selaou adarre ha sellet enn dro d’ign. Evel m’oa mud ar vro, e kargiz va fuzil, a ioa diskarg abaoue al lamm em boa great euz a vek va c’hordenn, ha goude-ze, a-hed an dalbenn, e tiskenniz betek penn ar c’hraou zaout a zo harp ouc’h an ti. Eul lamm a riz var ar c’hraou a zo e soul, ha d’ar red ez iz a-hed an doen hag e lammiz er park enn tu dianveaz d’ar porz kloz. Edon breman var ar meaz, hent em boa da reded ma vichet deuet var va lerc’h ; eun