tenn a ioa ive em fuzil evit diarbenn an nep en diviche bet re a c’hoant da dostaat ouzign. N’oa risk ebed ken evidoun...
Edo an deiz o vont da c’houlaoui ; araok m’oa re sklear, edon e koat Kermenguy o kounta d’an Aoutrou de Kerbalanek penaoz em boa great va zro.
Hag antronoz vintin pa safchont, soudarded Canclaux a velaz ar riblennad lian du o nijal gand an avel var bek tour Berven.
Ne gountan ket d’eoc’h ar meuleudiou a roaz d’ign an Aoutrou de Kerbalanek ; ne dal ket ar boan. Ar pez am boa great a ioa, er guel a Zoue, evit paotred Breiz, va c’henvroidi, hag evit Breiz-Izel, va bro.
Lavaret em beuz d’eoc’h, pa rankchomp tec’het e Kergidu, tud ar memez bro hag ar memez parrez en em vode, guella ma c’hellent, evit mont a-unan d’ar gear. Mad, euz a gostez Treger oa diou vandenn ha ne reant nemed evel unan. E penn ar genta edo an Aoutrou de Kerian, euz a vaner ar Mesgouez, ha gant-han paotred Plougasnou, he barrez ; re Sant-Ian-ar-Biz ha re Guimaec. E penn eben edo an Aoutrou de Kersauson, euz a vaner Trodibond, pemp troatad ha seiz meutad, bleo brun var he benn, hag, enn he dal, daoulagad c’hlaz hag a verve dirag soudarded Canclaux. Gant-han edo paotred Plouezoc’h, Lanmeur, Garlan ha Plouian. Mad, ar re-man a deuaz d’ar gear dre Vespaol, Penzez ha Taole. Mez guelet e ouent o vont kuit, ha Canclaux, breman dibrez, a gasaz eur guchenn soudarded var ho lerc’h. Mez pe re zivezad oant eat enn hent pe gollet o doa an trez, da viana ne ouent ket paket.