Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/244

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
236
emgann kergidu

An dra-ze ne rea ket kals a jal d’ar zoudarded, rak, ma o diviche ho faket, o diviche ranket en em emganna adarre, hag ar zoudarded ne vezent ket o klask an tennou fuzil. Krenvoc’h oant var an dibri hag an efa, eget n’oant var an emgann. Abalamour da-ze, p’en em gafchont, etre c’houeac’h ha seiz heur, e bourk Taole, e chomchont a-za. — Taole a zo eur bourk braz ; eno ive-ta e kafchont peadra da gorfata. Mont a rechont enn tiez guella, digas a rechont gant-ho ar pez a blije ar muia d’ezho, ha lakaat a rechont aoza d’ezho, e ti Laou ar Floc’h, a zalc’he an hostaleuri vraz, eur goan euz ar re vella gand banneou a forz.

Tommet oa d’ezho ; evelkent o doue skiant avoalac’h evit lakaat pevar zoudard enn dro d’an ti m’edont enn-han, evit evesaat hag ho diouall, rag aoun o doa na viche en em zavet ar bourkiz enn ho enep. Mez den na finvaz, an oll a ioa mantret ; brud emgann Kergidu en doa sebezet ar vro. Ober a rejont ive-ta peb a gofad mad. Pa veze re dommet d’ezho, ez eant da ober eur c’housk da uza ho banne, ha goude-ze e teuent adarre da efa. Er c’hiz-se e veze atao tomm ar fourn gant-ho hag e choment hantez-vezo.

P’edont dioc’h ar mintin oc’h en em lakaat e doare da vont kuit, e oue klevet enn eul taol eur iouc’hadenn skiltruz e lost an ti. Kerkent pep hini a grogaz enn he fuzil hag a ieaz da c’houzout petra ioa a nevez. Ha petra velchont ? Eur zoudard torret he fri, leun a c’hoad he benn.

— Aman ez euz trubarderez, eme ar c’habiten ; aman emeur oc’h esa laza, e kuz, soudarded ar Republik. Deuz aman, Laou ar Floc’h, te a zo penn kaoz a gement-man ; da grochenn a baeo.

— Penaoz e vefen-me kaoz, eme Laou ? Me a ioa er penn-all o tiskarga d’eoc’h da efa !

— Ma ne ket te eo, ec’h euz da viana kuzet tud a-ze da ober an taol.

— Emaoc’h e tu da velet. Klaskit hag e kafot, me gred, an hini en deuz skoet gand ho soudard.

— Guir a leverez. Soudarded, furchit an ti, ha furchit-hen mad.

Ker buan ar zoudarded en em lakeaz da glask.

Ne oue ket pell an abadenn. Unan anez-ho a griaz :

— Ema-hen aman ! ema-hen aman !

Hag an oll, ho bayounettez o bek ho fuzil, araok varzu al leac’h ma krie ar zoudard. Heman a ioa krog e breac’h eur