Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/245

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
237
emgann kergidu

baotrezik a zek vloaz hanter, Glaodina ar Faou, a ioa plac’h-saout gant Laou ar Floc’h.

Pa oue tennet ar baotrezik euz a-zindan ar guele, el leac’h m’oa kuzet, e chomaz ar zoudarded souezet da zellet an eil ouc’h egile.

— Daoust, emezho, hag eur plac’hik ker iaouank a c’helfe beza roet eun taol ker stard ?

— Ma ne deuz ket skoet he-unan, e lavaro d’eomp da viana, eme ar c’habiten, piou en deuz skoet.

Hag e oue Klaodina sachet d’ar penn huela euz an ti ha lakeat e kreiz ar zoudarded.

— Lavar d’eomp, plac’h bian, eme ar c’habiten, piou en deuz skoet gand va zoudard hag her lakeet leun-c’hoad ?

Klaodina ne lavare ger ; ne rea nemed krena.

— Klevet a rez ac’hanoun, eme ar c’habiten en eur zevel he vouez hag en eur heja Klaodina ?

— Ia, eme houman, m’her lavaro d’eoc’h.

— Lavar-ta, dioc’h-tu.

— Ho soudard a ioa azezet var ar skaon. Mezo oa, a gaf d’ign ; c’hoant kousket en doa da viana, ha, dre he gousk, e plege hag e save he benn ; ec’h horjelle a gleiz hag a zeou, evel ma ra an dud a gousk var eur skaon dizharp a bep tu. Mad, epad m’edo, er c’hiz-se oc’h horjella he benn, ar maout koz, deuet euz he graou, o poa lezet digor, en em gavaz enn ti. Dont a reaz betek ar zoudard, hag, oc’h her guelet er c’hiz-se o sevel hag o plega he benn, e kavaz d’ezhan edo och ober penn d’ezhan. Ar maout a reaz daou pe dri baz adren hag a deuaz a benn-herr var ar zoudard p’edo o plega he benn, hag a roaz d’ezhan eun taol tourt ken krenn, ma torraz he fri d’ezhan ha m’hen diskaraz d’an douar. Pa vezen-me o tioual va zaout, me, evit tremen an amzer hag evit c’hoari, a lakea va dourn er c’hiz-se d’ar maout hag em boa her boazet da dourtal evelse. Ar maout a gave d’ezhan, me gred, edo ive ar zoudard o c’hoari gant-han, hag abalamour da-ze en deuz roet d’ezhan eun taol tourt hag her lakeat leun c’hoad.

O klevet-se, e savaz c’hoarz e touez ar zoudarded-all ; ar c’habiten he-unan a rankaz trei he gein da c’hoarzin. Ne c’helle, e guirionez, tamall fri torret ar zoudard nemed d’ezhan he-unan, ha d’ar maout, ha n’oa ket evit barn ar maout d’ar maro dindan boan da veza goapeat gand an oll, rak re zot e viche bet. Abalamour da-ze, gand aoun na viche