Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/246

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
238
emgann kergidu

savet ar c’hoarz d’an oll e bourk Taole, e roaz urz d’an oll d’en em lakaat enn hent evit distrei da Gastel.

Etre Taole ha Penzez, n’euz ket ouc’hpenn eun hanter-heur vale ; evelato an tamm hent-se en doa adarre roet sec’hed d’ar zoudarded. Mont a rechont da di Vari Pichon, an hostaleuri vraz a zo e kichen ar pount, hag e leverchont digas d’ezho da efa. Sentet e oue out-ho, rak aoun a ioa n’en em gafche goaz. Eno ne rechont droug ebed ; goude beza efet hervez ho faltazi, ec’h en em lakechont adarre enn ho hent en eur gana, en eur iouc’hal hag en eur zakreal evel p’o diviche c’hoant da ober goap euz an Aoutrou Doue, evel ma reant euz an dud paour divar ar meaz, a grene diraz-ho. Breman int rok, n’o deuz ket a aoun, guelet a reont peger soubl ha pegen aounik eo an dud.

Var dro dek heur hanter edont o tiskenn da Bount-Eoun ; choum a rejont eur pennad a-za araok diskenn, evit kana ha iouc’hal-oll a-bez ; rag banneou a ioa bet, an tan a ioa er c’houzouk, ar goad a ioa savet d’ar penn, izom a ioa da vragal. Eno e oue eur jabadao ker goaz ma n’o deuz biskoaz paotred ar zabat great kement-all. Traonien Pont-Eoun a groze hag a dregerne gant-ho betek an aod.

Aman e rankan anzao ouzoc’h eun dra hag en deuz great kals a boan d’an oll dud a galoun e Breiz ; n’her lavaran nemed en eur ruzia gand ar vez,

En em gavet euz bet var douar Breiz, bro an dud leal koulskoude, eun den hag en deuz guerzet he genvroidi. Judaz, an trubard braz, enn amzer goz, a verzaz he Zoue ; heman n’oa ket evit hen ober, rak pell a ioa oa marvet Jesus-Christ evidomp var ar groaz, mez guerzet en deuz goad tud vad, tud hag a heulie lezen Doue. N’em beuz bet biskoaz c’hoant da c’houzout he hano ; eman breman dirag Doue he varner ; pouezet eo bet d’ezhan he oberou... Ra vezo bet Doue madelezuz enn he genver, evit-han da veza great droug, ha droug braz var an douar. Chanz d’ezhan da gaout he lod e Baradoz an Aoutrou Doue.

Kereour-ler oa dre vicher, pa laboure ; mez ne laboure ket aliez ; al labour hag hen n’oant ket hostizien gaer. Va c’here a gave guelloc’h choum didalvez eget labourat ; guelloc’h e kave darempredi an tavarniou eged Iliz an Aoutrou Doue ; muioc’h a blijadur a gave o lavaret hag o kana traou udur gand koz-kanfarted, eged o klevet meuleudiou an Aoutrou Doue ha prezegennou he bersoun.