Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/252

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
244
emgann kergidu

— Gortoz, kere ; bremaik e veli, rak n’em beuz ket amzer da goll.

Hag ar c’habiten da gaout Paolik.

— Penaoz, marmouz, emez-han, en eur daoler he graban var he benn hag en eur gregi enn he vleo, ne lavari ket di-me piou a zo eat dre aman, p’edomp-ni o tont dreist ar c’hleuz ?

— Lavaret em beuz da gere Pount-Eoun em boa avoualac’h da ober oc’h evesaat va zaout.

— C’hoant ec’h euz, tamm kos-tra, da ober goap ac’hanomp-ni, a velan ; mez an dra-man ne bado ket pell. Lavaret a ri, ia pe nann, piou a zo eat dre aman ?

— Va zad en deuz digaset ac’hanoun aman da ziouall va zaout, ha ne ket da zellet ouc’h an dud eo.

— Eur veach c’hoaz, lavaret a ri, tamm-ar-foultr, eme ar c’habiten, en eur zacha var bleo ar c’hraouadur ken na vezent guelet o nijal gand an avel, lavaret a ri ?

— Ne lavarign ket, gronz.

— Ha ne lavari ket ?

— Nann, nann ! biken.

— Mad, did ar goasa.

— Soudarded, buan var evez. Kargit ho fuziliou ; daou ac’hanoc’h, staga heman a-ze ouc’h an draf, ha, daou-all, daou denn fuzil d’ezhan enn he benn, evit diskouez ne rear ket a c’hoab er c’hiz-se euz a zoudarded ar Republik.

Ker buan lavaret, ker buan great. Krapet e oue er paour keaz Paol ; staget e oue ouc’h an draf ; daou zoudard a deuaz dek paz var ho c’hiz, edont o viza ar biz var bluen ar fuzil...

Paolik a gollaz eun tamm he liou ; dont a reaz da veza drouk-livet... Evelato, den ne lavarche enn diviche aoun... Ober a ra sin ar groaz en eur zevel he zaoulagad varzu an env, hag e chom sounn enn he za, sounn evel eur peul, dinec’h evel eur zant : Doue, me gred, a roe nerz d’ezhan... Eur vinutenn c’hoaz hag oa great gant-han, pa lavaraz ar c’habiten :

— Choumit a-za, soudarded. Me gaf d’ign e reomp fall o tenna var ar marmouz-man, rak an tennou a vezo klevet, hag ar veleien a gemero an teac’h. Ne ket guir, kere ?

Guir eo, eme ar c’here. Kouskoude he-man, an tamm mec’hiok-fall-man, a ra goap ac’hanomp.

Daoust hag ioul an diaoul a ioa e kaloun ar c’here.