Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/254

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
246
emgann kergidu

kouez he zaoulagad var eur poull-dour great, gand tud ar Venek, a Lopreden, evit destum an dour glao a zired euz an neac’h, hag a lakeont da zoura ar foenneier ho deuz great ouc’h an dorgenn. Gouzout a rit edot, er mare-ze, e kreiz miz meurz ; ar goan a ioa rust, ien oa an amzer, ar poull a ioa skournet.

— Kavet eo ganen ar pez a glasken, eme adarre ar c’habiten ; deuit aman, soudarded, ha lezit ar vezen.

Hag en eur astenn he gleze a ioa enn he zourn varzu ar poull-dour :

— Buan, unan ac’hanoc’h, da derri ar skourn a-hount, e kreiz ar poull, ma taolimp an houc’h bian-man ebarz. Eno e kavo, kement ha ma karo, guelien ien da efa evit distana he benn.

Ar zoudard ne oue ket pell evit ober he gevridi.

Great an toull...

Daou zoudard a grogaz er paour keaz Paolik. Enebi a reaz out-ho, fringal a rea... Ar vuez a zo c’houek d’an oll !... Mez petra eo eur bugel etre daouarn daou zoudard, daou zen enn oad ? Douget e oue...

Eat oant, ho zri, Paolik hag an daou zoudard, tri pe bevar baz var ar skournenn ; edont e kichen an toull... Mez ar skournenn, kalet avoualac’h evit dougenn eur zoudard epken, ne c’hellaz ket dougenn tri. Sklakal, faouti, terri a reaz... Hag enn eun taol, tri ene a ieaz dirak Doue, daou vuntrer hag eur merzer... Eun eal... Doue ra gresko he levenez er Baradoz !

Ar c’habiten hag he zoudarded a joumaz sebezet da zellet, hep lavaret ger, an eil ouc’h egile. Daoust hag en em lakaat a rechont da denna ho daou genvreur er meaz euz ar poull-dour ? Nann. En em lakeat o diviche e tal da goll ive ho buez, rak ar skournenn a c’helle terri gant-ho kerkoulz ha m’oa torret gant an daou-all, ha tud difeiz, er c’hiz-se, n’en em lakeont ket var var da goll ho buez evit savetei ho nesa. Choum a rejont eur pennad da zellet ouc’h an toull m’oa kouezet enn-han Paolik hag an daou zoudard, da c’houzout ha dont a rache unan-bennag anezho var gorre an dour. Mez eat oant a-zindan ar skournenn, e fesoun, rak hini anezho ne deuaz er meaz.

C’houi a gaf d’eoc’h oa bet nec’het ar c’habiten o velet maro an daou zoudard-se ? Tamm ebed. Trei a reaz ouc’h he zoudarded-all, en eur lavaret d’ezho :