Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/255

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
247
emgann kergidu

— Daou zen muioc’h da lakaat var gount tud ar vro-man, rak ma karche hennez, an houc’h bian penn-kalet-se, beza lavaret d’eomp ar pez a c’houlennemp digant-han, ne viche ket c’hoarvezet kement-man. — Breman, d-eomp d’hor labour, ar Republik hor galv ; buan enn hent. Aman, enn ti-man, ez euz tri belek hag a c’helfe kemeret an teac’h ma taleomp ken. Ar re-ze a baeo evit hor breudeur a lezomp er poull dour-man. — Hag hi enn ho hent.


————


PEVARE PENNAD VARN-UGENT


————
Penn-an-Neac’h, e Plouenan. — An Aoutrou Gall. — An Aoutrou Coarigou


Ar c’habiten hag he zoudarded ne zalejont ket d’en em gaout dirak dor borz Penn-an-Neac’h, rak, evel ma’m beuz her lavaret d’eoc’h, n’edont ket ouc’hpenn tri c’hant paz dioc’h an ti.

Ar c’habiten a c’hourc’hemennaz d’he zoudarded en em ranna a vandennou a c’houeac’h, evit kelc’ha an ti tro-var-dro. Hen a zalc’he ugent gant-han evit mont ebarz.

Digeri a reaz an or, treuzi a reaz ar porz, mont a reaz betek dor an ti ; serret oa. Trouz ha kabal a gleve enn diabarz ; e fesoun oa bet guelet o tont.

— Digeri, emez-han a vouez huel ha rok, ha digeri buan, pe ni a zivarc’ho, pe ni a dorro an or var-n-oc’h. An or a oue digoret, ha kenta velaz ar zoudarded, oue an Aoutrou Gall, persoun Plouenan, enn he za sounn diraz-ho, an ear dinec’h ha dispount d’ezhan.

— Deuit ebarz enn ti, emez-han ; n’ho pezet ket aoun. Me a oar petra glaskit ; beleien ha ne fell ket d’ezho senti ouc’h ho lezennou diroll ha difeiz. Mad, aman e kafot daou velek ha ne blegint biken. Me, an Aoutrou Gall, guir bersoun