Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/256

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
248
emgann kergidu

Plouenan, hag an Aoutrou Coarigou, belek koz leanezed kouent Santez-Ursula, e Kastel. A galoun vad, evit difenn hor feiz koz, hor beuz kinniget hor buez da Zoue abaoue m’eo deuet an dispac’h vraz-man. Setu ni aman, dare da vont d’hoc’h heul. Deuit heb aoun enn ti, ne harzimp ket, ne dec’himp ket kennebeut. Mez, mar d’eo ni a glaskit, na rit drouk ebed da hini euz a dud an ti-man.

Belek Doue, ha ne gomze ket evel he vestr Jesus pa oue gueachall guerzed gand Judaz ?

Eb lavaret ger, ar zoudarded hag ho c’habiten a lammaz enn ti a-daol, a grogaz enn daou velek hag a stagaz ho daouarn d’ezho adren ho c’hein.

Hag int-hi a ioa aounik, paotred ar Republik !

— Ne ket avoualac’h kement-man, eme ar c’habiten, pa vele n’oa ket an daou velek evit ober drouk ebed d’ezhan, c’hoaz a vank d’eomp.

— Pa’z eo guir eo ni a glaskit, eme an Aoutrou Gall, lezit e peoc’h tud an ti-man. Ni hon daou, an Aoutrou Coarigou ha me, a zo kaoz m’emaomp aman. Deuet omp enn ti-man da c’houlen eun tamm bara da derri hor naoun, hag an dud-man a zo bet madelezuz avoualac’h evit rei d’eomp. E peleac’h eman an drouk e kement-se ? D’ar brasa torfetourien e vez roet ho boued, ha difennet e ve rei d’eomp-ni ?

— Ne ket ouc’h tud an ti-man e sellan breman, eme ar c’habiten. Eun all henvel ouz-hoc’houi eo a glaskan. Ha n’oac’h ket tri aman, er mintin-man ?

— Klaskit, eme an Aoutrou Coarigou, d’he dro. Aman n’euz breman nemed omp-ni hon daou, diou vaouez, pemp kraouadur hag eur mevel koz. Ar mevelien-all a zo eat da gerc’hat lann da bilat d’ar chatal.

— Me a ia da c’houzout. — Kere, deuz aman, er penn d’an neac’h euz an ti, ha lavar hag ar re-man eo ar re a gomzez anezho d’eomp.

Ar c’here a ioa choumet e kichen an or ; n’en d-oa ket kredet sevel d’ar penn huella. Daoust hag eun tamm kaloun a zo c’hoaz enn he greiz ? Daoust ha c’hoant en deuz da zont var he giz d’ar gear araok peur-achui he drubarderez ? Nann, rak dioc’h-tu ma oue galvet, e teuaz araok, hag en eur zellet iud ouc’h an Aoutrou Gall :

— Me am boa lavaret, emez-han, hen talveschenn d’eoc’h d’am zro. Abarz ma teufot da glask ac’hanoun-me da ober va fask, e devezo, me gred, kanet ar goukouk.