Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/257

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
249
emgann kergidu

— Lez da jaok, eme ar c’habiten, ha lavar d’eomp hag ar re-man eo ar re ac’h euz diskuliet d’eomp.

— Ia, ar re-man int, el leal.

— Tri a ioa, a lavarez ?

— Ia, an Aoutrou Go n’eman ket aman.

— Lavar d’eomp, sitoian belek, eme ar c’habiten d’an Aoutrou Gall, lavar d’eomp e peleac’h eman egile, pe, bremaik, me a lakaio an tan enn ti-man, ha, mard-eman kuzet aman, e vezo rostet mesk-e-mesk gand al logod hag ar razed.

Guelit penaoz e komze ar seurt tud-se ouc’h eur belek !

An Aoutrou Gall en doue aoun, rak, her gouzout a rea, ar zitoianed ne varc’hateant ket kement-se evit lakaat an tan e tiez ar goueriaded. Abalamour da-ze e respountaz raktal :

— Me her lavaro d’eoc’h : Eun heur zo eo eat ac’halen da ober eur gevridi.

— Ah ! tonner ! eme ar c’habiten ; hennez a rank beza an hini hon deuz guelet du-hont er goaremm. Ma’m biche gouezet !... Mez lezit-hen, ne gollo netra evit gortoz, ni her c’havo abred pe zivezad.

Nann, an Aoutrou Go ne oue ket paket ; chom a c’hellaz a-zindan guz, ha, pa deuaz ar peoc’h, e oue beleget. Marvet eo persoun iliz kathedral Kastel. Lod ac’hanoc’h o deuz hen anavezet kerkouls ha me.

— Breman, perc’henn an ti-man, digasit d’eomp da zibri ha da efa, rak, abaoue Taole, n’hor beuz bet tamm na banne, abaoue Pont-Eoun.

— C’houi, va zoudarded, kasit an daou velek-man a-ze, er gampr adren, ha stagit anezho mad ouc’h eur strapenn gren evit miret out-ho da gemeret an teac’h. Daou ac’hanoc’h a joumo d’ho diouall ; ni aman a ia da zibri ha da efa ; pa vezo leun hor c’hof, daou-all a ielo enn ho leac’h. Alo ! traou var an daol !

Aman e rankan lavaret d’eoc’h eur gomz-bennag divar-benn tud Penn-an-Neac’h.

Savet ez-iaouank e doujanz hag e karantez Doue, Per hag Anna ar Zant a gollaz abred ho zad hag ho mamm, sammet, ho daou, en eur ober eiz dervez, gand eur barrad klenved tomm. Per, he-unan, a joumaz klan, toc’hor zo-ken oa bet. Eur pennad araok mervel, tersienn ho mamm a gouezaz ; gervel a reaz he merc’h d’he c’haout : « Anna, emezhi, gouzout a ran eo ho prasa c’hoant mont da leanez e kouent Kastel ; aotreet hor boa, ho tad ha me, e vichac’h eat goude an eost a zeu ; breman e rankan en em zislavaret.