Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/258

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
250
emgann kergidu

Anna, chomit gand ho preur, n’hen dilezit ket ; n’en deuz tad ebed mui, abarz nemeur n’en devezo mamm ebed ken nebeut ; lezet e viot evel daou vinor paour var an douar. C’houi eo ar gosa, evesait ho preur. Klevet a rear goal-vrud euz ar Broiou-huel ; tud fall a zo enn hon touez ha ne c’houlennont ket guell eget sacha ar iaouankiz d’ho heul. Evesait ive-ta ho preur, kelennit-hen e kenkaz ma teufe da fazia var he hent ; skiant ha deskadurez avoualac’h hoc’h euz evit-se. Chomit gant-han. Na it d’ar gouent nemed a-benn eur blavez-bennag aman, goude m’ho pezo her griziennet stard er mad. Ober a refot ar pez a c’houlennan diganeoc’h, ha neket-ta, Anna ? » — « Ia, va mamm, eme hou-man, en eur vouela. » — « Deuit da rei eur pok d’ign, va merc’h. Bennoz Doue ra gouezo var-n-hoc’h, va merc’h Anna ! Poaniuz eo da eur vamm lezer var he lerc’h he bugale, evelato breman e c’hellan mervel e peoc’h... Klaskit d’ign va c’hroaz vinniget, evit ma vezo va zaol lagad kerkouls ha va huanad diveza evit Jesus va Zalver. »

Ar maro ne zaleaz ket da zont da ober he dro, ha setu daou vinor e Penn-an-Neac’h. — Anna e doa naontek vloaz, ha Per seitek-hanter. — Ne c’houfac’h gouzout ar c’haon e oue e Penn-an-Neac’h pa skoaz ar maro he daol ? An amezeien zoken a gave truezuz braz guelet eun tiegez evel hini Penn-an-Neac’h o choum etre daouarn tud ker iaouank.

An anterramant a oue great antronoz e bered Plouenan. Rannet e viche bet ho kaloun m’ho piche klevet an hirvoud hag ar c’haon a oue eno ! Ar barrez a-bez a ioa en em zestumet enn dro d’ar vinorez keaz, evit lavaret a-unan gant-hi eur beden var bez he mamm ha kemeret perz enn he glac’har. Per, siouaz ! skoet gant ar c’hlenved, en doa ranket chom er gear var he vele. Ar barrez a ioa, enn he leac’h, enn dro d’he c’hoar.

Anna, gand he c’herent hag he amezeien, a zistroaz da Benn-an-Neac’h. Pebez taol enn he c’haloun kaout he zi goullo !... C’houi, hag am zelaou, ha kollet hoc’h euz unan-bennag euz ho tud-nez ? Neuze e c’houzoc’h, guell eged na c’houfen hen diskleria d’eoc’h, ar pez a zamme hag a c’hlac’hare kaloun ar vinorez-man, pa en em gavaz distro euz an iliz d’he zi ; pa velaz goullo ar skaon m’oa boazet he mamm da veza azezet varn-hi, he mamm edo o paouez lakaat er bez !...