— Ne c’houlennan ket a vell, va mab. Mar bezit tri ez aio muioc’h a draou ganeoc’h evit hor paour keaz Aoutrou’n eskop, ha, mar teu beac’h varnoc’h var an hent, e viot unan muioc’h d’hen difenn. Komzit ouc’h ho mignoun ha bezit e maner ar Gernevez e berr da c’houeac’h heur. Me ho kuita breman, hag a ia di da lavaret d’an Aoutrou de la Marche e c’hell beza dinec’h... Kenavezo e berr, va mab.
— Kenavezo e berr, va zad, ha lavarit d’an Aoutrou de la Marche e vezo ganthan tud a galoun.
Da c’houeac’h heur noz an Aoutrou de Kermenguy, an Aoutrou de Kertanguy ha Job Postik a ioa er Gernevez. Eno e kafchont c’hoaz eur martolod digaset gand kabiten al lestrik froder evit diskouez an hent d’ezho, a hed an aod penn da benn, gand aoun n’her gouizient ket.
N’e dan ket da essa kounta d’ehoc’h ar glac’har en deoue an Aoutrou de la Marche o kuitaat he eskopti ha tud ker kalounek, evel ar re a ioa enn dro d’ezhan... Nann, rak ne c’helfenn ket hen ober... Eur c’himiad truezuz a oue, nebeut komzou, kals daelou...
Dre eun nor euz ar jardin ez ejont kuit, hag, abiou Pempoull, a ribl ar mor, e kemerchont ho hent evit tizout al lestr a ioa ouc’h ho gortoz. Ne gafchont den var an hent, a drugare Doue... Al lestrik froder a ioa e kichenn chapell Santes-Barba, var eun dreazenn, kuzet a bep tu gand diou renkad reier, hanvet Pors-ar-Beskont. P’en em gafchont, al lestr a ioa er zeac’h, mez lano a ioa hag abarz nemeur oa mor avoualac’h da vont kuit.
Eur c’himiad truezuz a oue eno : Eun eskop, enn eul lestrik karget a vin-ardant, red d’ezhan dilezer tud he vro, ha daou zen iaouank bet var var euz ho buez evit hen digas betek al lestrik-se !... N’oa ket a amzer da zale, rak tud a c’helle en em gaout, ha neuze ?...
An Aoutrou de la Marche, savet el lestr, a drugarekeaz an dud kalounek o doa hen digaset betek eno, hag a lavaraz d’ezho daoulina ma roche d’ezho he vennoz. An Aoutrou de Kermenguy, an Aoutrou de Kertanguy ha Job Postik a zaoulinaz var an treaz, ha divar al lestr a iea hag a deue gand ar mor, an Aoutrou’n eskop a roaz d’ezho, en eur vouela dourek, he vennoz diveza...
Kerkent an heor a oue savet, al lian a oue astennet var ar guerniou, hag al lestrik bian a droaz penn varzu Bro-Zaoz ha kein da zouar Breiz-Izel.