Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/261

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
253
emgann kergidu

c’hinou ; a veac’h ma c’hellaz lavaret : Enn hano Doue, klaskit ar belek d’am c’haout da zelaou va c’hofesion, da rei d’ign va Zakramanchou diveza. Lavarit da Vari, va fried, dont var va zremenvan.

Great e oue he lavar. Persoun Plouenan a deuaz var varc’h ha d’an daou-lamm. Rei a reaz d’ezhan, en hano Jesus-Christ, ar pardoun euz he bec’hejou... Mari Kreac’h en em gavaz ive, he daoulagad ruz gand an daelou, hag he skiant evel hanter-gollet. Per a ioa dilavar... En em deuler a reaz var-n-ezhan en eur grial :

— Per, Per, va fried, paour, me a zo aman enn ho kichen :

Per, evel p’en diviche klevet he mouez, a zigoraz he zaoulagad ; eur zell a garantez hag a deneredigez a reaz out-hi, mez n’oa evit lavaret ger. A-benn eur pennad, evelato, e tislounkaz eur c’hinaouad-all a c’hoad, ha neuze e c’hellaz lavaret :

— Mari, va fried karantezuz, kenavezo er bed-all a rankan da lavaret d’eoc’h ; kelennit mad hor bugale ; pedit Doue evidoun-me...

Hag e tennaz he huanad diveza.

Mari Kreac’h a joumaz ive-ta intanvez gand he femp kraouadur.

Enn amzer-ze, an dispac’h a rea freuz e Franz ; ne zaleaz ket d’en em skigna e Breiz-Izel. An ilizou a oue laeret, ar venec’h hag al leanezed a oue lakeat er meaz euz ho c’houentchou ; an noblanz koz a rankaz kuitaat ho bro, pe mont d’ar prizoun, hag aliez d’ar maro. Anna ar Zant, ken euruz kouskoude enn he c’houent e Kastel, a rankaz, evel ar re-all, kemeret an teac’h. Dont a reaz da di he breur, da Benn-an-Neac’h.

Siouaz ! eur skabell c’houllo a gavaz enn ti, skabell he breur ! Anaout a rea he varo, evit guir, rak kemennet oa bet d’ezhi penaoz oa marvet ha pe zeiz oa bet lakeat er bez ; hag hi hag he c’hoarezed leanezed o doa pedet Doue a galoun evit peoc’h he ene. Evelato ar guel kenta euz an ti e doa tremenet enn-han he iaouankiz gand eur breur ker karet a ieaz dre he c’haloun. Mez ne zaleaz ket da zont enn-hi he-unan. En em voestlet oa da Zoue, ne dlie eta ober van ebed euz a draou ar bed-man. Abalamour da-ze ec’h en em roaz d’al labour kalounekoc’h ha goasoc’h eged plac’h an ti ; ar pep diesa, ar pep poaniusa a glaske atao da ober.