Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/263

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
255
emgann kergidu

diou vaouez a gase an traou enn dro pa deuaz kere Pount-Eoun da lakaat ar spount hag ar rann-galoun enn-han.

Pa c’houlennaz kabiten ar zoudarded da zibri ha da efa, Anna ha Mari a hastaz a-fo digas d’ezhan ar pez a c’houlenne, evit miret ouc’h drouk da vont enn-han, gand aoun na viche krisoc’h e kenver an Aoutrou Gall hag an Aoutrou Coarigou. Goude beza debret hag efet, e oue great eun tamm enklask dre an ti ; mez an enklask ne badaz ket pell, pe abalamour m’o doa kredet an Aoutrou Gall, pe abalamour ma vire ho banneou out-ho da velet sklear.

E keit-se e tostea an noz ; poent oa en em denna d’ar gear. Hag ouc’hpenn eun dro vraoik avoualac’h o doa great. Ma n’o doa ket gellet paka paotred Treger, o doa da viana da gas d’ho jeneral daou velek dizent, kavet gant-ho kuzet enn eun ti. Araok mont er meaz euz an ti, ar c’habiten a zistroaz ouc’h Anna ha Mari, en eur lavaret d’ezho :

— Krena a dle var he dreid an nep piou bennag a zizent ouc’h ar Republik ; hag ar Republik a zifenn rei golo d’ar veleien pennou-fall a ia enep-d’hi ha ne heuliont ket he lezenn.

Goude-ze, leun ho c’hof ha tomm d’ho fenn, ar zoudarded hag ho c’habiten, en em lakeaz enn hent da vont var-zu Kastel. Dek anezho a ioa araok, ar re-all a ioa varlerc’h. E kreiz, ho daouarn liammet stard ha stag an eil ouc’h egile, edo an Aoutrou Gall hag an Aoutrou Coarigou. Kredi a c’hellit, an daou-man n’oant ket laouen ; gouzout a reant ar pez a c’hoarvesche gant-ho ; n’oant ket a-zindan zivin, n’o doa nemed ar maro da c’hortoz. Ne zigalounekaont ket evelato ; mez ar maro a zo ien d’an oll, hag abalamour da-ze, n’oant ket evit miret ouc’h eun tamm enkrez. Evit en em grenvaat enn hent, e lavarent ho fedennou, mez kerkent ha ma savent ho mouez eun tamm huelloc’h, e vezent broudet a daoliou bek fuzil.

Lavaret e viche e rea poan-galoun d’ar zoudarded klevet daou velek o pedi Doue.

Edont o vont dre an hent braz var eeun da vaner Kerandraon, el leac’h m’oa bet o chom an Aoutrou de Kermoysan, pa velaz eur zoudard eun den divar ar meaz, e kreiz eur park, oc’h esa tenna panez a daoliou tranch, rak skournet kalet oa an douar ha n’oat evit ober seurt gand ar bal. Ar c’houeriad a ioa gant-han eur rokedenn lien guenn. Pleget var he labour, ne zelle ket ouc’h an dud a iea dre an hent braz.