Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/266

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
258
emgann kergidu

Morbihan. Doue hen dioualle, rak ne oue jamez tizet. — Er bloaz 1815, p’en em zavaz adarre ar vro a enep Bonapart, distro a enezen Elb, an Aoutrou marquis de la Boëssière, en doa hen anavezet mad epad an dispac’h braz, a lavaraz da unan euz he dud, a deue da vro Leon, mont da ober he c’hourc’hemennou d’he vignoun Visant Caer, en doa ken aliez roet bag d’ezhan da dreuzi ar mor. Komzou an den-ze a skoaz eun taol a joa ker pounner var galoun Visant, ma kouezaz klan ha ma varvaz nebeut amzer goude-ze. E bered Cleder eo bet beziet, hag an traou-man a zo bet kountet di-me gand mear Cleder he-unan.

Hennez, ar Visant Caer-ze, a ioa pe dad, pe vreur da dad an Aoutrou Caer, hoc’h euz anavezet persoun e Plouvorn. Ne ouzoun ket difazi avoualac’h pehini anezho oa.

N’em beuz ket kountet d’eoc’h kennebeut an dro a reaz, d’ar republikaned, Paol ar Fourn, kloc’her Lambaol-Guitalmeze.

An Aoutrou Calvarin, ginidig a Borspoder, a ioa persoun eno, ha ne falvezaz ket d’ezhan kuitaat he barrisioniz. Chom a reaz kuzet enn tiez, herrio aman, varc’hoaz du-hont, dioc’h ar c’helou a zigase d’ezhan an Aoutrou Karo, barner a beoc’h e Guitalmeze. An Aoutrou Karo, evit-han da veza kemeret karg digant ar republikaned, n’oa ket evelato evit an dispac’h hag an dizurz ; c’hoant sevel dreist ar re-all ha destum madou, marteze en doa, mez n’en doa ket a c’hoant, avad, da goll he ene. Abalamour m’edo e karg oa deuet mad d’ar Republik, hag oa fizianz enn-han, ha dre-ze e c’helle ober vad kenan dre ar vro.

Hogen an Aoutrou Calvarin hag hen a ioa bet er memez amzer er skolachou ; en em anaout mad a reant. An Aoutrou Karo a gouie ervad edo an Aoutrou Calvarin e Lambaol, hag e teue aliez zoken da Vitalmeze. Abalamour da-ze, bep tro ma kleve hano a zoudarded da zont er vro, e kemenne d’an Aoutrou Calvarin, hag e lavare d’ezhan e pe du ez eant.

Kemennet kerkouls-se, ne ket hep souez e viche chomet an Aoutrou Calvarin eb beza dizoloet.

Eun dervez, evelato, edo o tont euz an Arvor, el leac’h m’oa bet o noui Kolas ar Born, gand Paol ar Fourn, he gloc’her, p’en em gavaz, dirak Kerdivoret, var hed tri-c’hant paz, tal-oc’h-tal gand eur vandenn soudarded. — An Aoutrou Karo ne gouie ket edont er vro, ha dre-ze n’en doa ket gellet kas kemenn.