Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/267

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
259
emgann kergidu

Lammit er park, Aoutrou persoun, eme Baol ar Fourn ; buan dreist ar c’hleuz, pe ema great ganeoc’h.

— Ha te, Paol, petra a ri ?

— Me a dec’ho, n’ho pezet aoun ebed. Lammit buan-ta er park ; aman n’euz ket amzer da goll.

An Aoutrou Calvarin a lammaz er park hag a ieaz goustadig a-hed ar c’hleuz oc’h ober an neuz da evesaat ha dioana brao a rea ar gounidegez enn douar. Dillad egiz ar vro a ioa gant-han evel gand Paol ar Fourn ; n’oa ket ive-ta eaz gouzout pe oa unan anez-ho belek pe n’oa ket.

Kerkent ha m’oa eat an Aoutrou Calvarin er park, Paol a lammaz he voutou euz he dreid hag a en em lakeaz da c’haloupat var-zu an tevenn, evel pa viche bet an tan var he lerc’h. Ar zoudarded a gredaz oa hennez ar belek a glaskent.

— Paotred ar Republik, eme ar mestr, enn ho raok e red eur belek, enebour ar Republik : daou skoued hag eur banne sounn d’an hini a lakaio da genta he zourn varnez-han.

Ar c’homzou-ze a roaz divesker d’ar zoudarded. Mont a mont a reant ken na zistagent tammou taouarc’h gand bek ho boutou ; sur oant euz ho zaol, rak n’oa na ti, na koat, na kleuz ebed zoken e nep tu, n’oa nemed aot ha tevenn ; n’oa ket ive-ta tamm kuz ebed e neb leac’h.

Eun hanter-kard heur bale a zo kren euz a Gerdivoret d’ar mor. Paol ar Fourn a c’haloupe, eur votez gant-han e peb dourn ; ar zoudarded, hanter-dialanet, a c’haloupe ive var he lerc’h. Dre ma tostea ouc’h ar mor, Paol a jome goustatoc’h, ha dre ma tosteant out-han, ar zoudarded a iea goasoc’h-goaz.

En em gavet kant paz dioc’h ar mor, Paol a jomaz krenn a za da zellet ; ha, goude beza sellet, e taolaz he voutou var an douar, ha goude-ze, ken dinec’h ha tra, e lakeaz he dreid enn-ho.

Ar zoudarded n’edont ket pell var-lerc’h. Ar c’henta en em gavaz, a grogaz enn he gabiez.

— Ah ! setu-te tizet, belek an diaoul !

— Belek an diaoul, eme Baol, n’oun ket zoken belek an diaoulez.

— N’out ket belek ? Petra out-ta neuze ?

— Me eo Paol ar Fourn, a vourk Lambaol-Guitalmeze.

— Ha perak-ta neuze e redez ker buan-ze enn hor raok-ni ?

— Me reded enn ho raok ?

— N’ec’h euz ket reded marteze ? Ha lakeat ac’hanomp-ni da reded ive var da lerc’h zo-ken.