Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/271

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
263
emgann kergidu

Pa deue tud d’her c’hlask da velet re glanv pe da ober badichantou, Biel her galve hag a leze anezhan da ober hervez he faltazi ; pa gare ez ea, pa gare e teue. Atao e kave dor zigor e riboul Biel an Doen.

Ne ouzoun ket nak e peleac^h, na peur, na penaoz eo marvet Biel an Doen. Me gred en deuz great an Aoutrou Doue eur zell a druez out-han, evit beza kuzet an Aoutrou Lejeune, hag en deuz bet eur maro mad, hag eman breman enn he Varadoz.

Ne vefen ket souezet hag e teufe pennou braz ar Republik da nac’h an traou a gountan aman, ha d’ho lakaat var gein tud-all n’emaint ket, var ho meno, a du gant-ho. Nac’h a zo eaz ! Mad, me a ia da ziskouez d’ezho eo int-hi ho-unan eo a rea hag a lakea ober an traou kriz a gountan d’eoc’h. Hag evit hen diskouez sklear hag anat d’an oll, ez an da lakaat dirak ho taoulagad eun tamm skrid, skritur moull. An tamm skrid-se a zo eur varnedigez d’ar maro, douget gand ar re a rea lezennou, hag evelse gand mistri ar Republik.

Eun den iaouank, hanvet Fabian Croy, a ioa soudard e Montroulez ; kavet e oue gant-han eur groaz vinniget. — Mammou kristen a Vreiz-Izel, pa rank ho map mont da zoudard, ha ne stagit-hu ket d’ezhan var he galoun, metalenn santez Anna, patrounez hor bro ? Plac’hed iaouank, ha ne roit-hu ket d’ho preur, araok kuitaat ti he dad, metalenn ar Verc’hez Vari, evit m’hen diouallo e pep leac’h, dioc’h pep drouk, ha m’hen digaso d’ar gear, ar c’henta ar guella, iac’h ha divac’hagn ?

Mad, ar zoudard Fabian Croy a zo bet barnet d’ar maro, aberz lezennou ar Republik, abalamour ma touge, enn he gerc’henn, eur groaz roet d’ezhan, marteze, araok kuitaat he vro, gand he vamm pe gand he c’hoar.

Evit miret ouc’h pep-unan da nac’h ar pez a lavaran, ez an da lakaat aman varlerc’h, ar varnedigez-se, ger evit ger. Troet em beuz anez-hi e brezounek, mez diez kenan eo lakaat enn hor iez-ni traou ker kriz. Gand aoun n’am befe ket troet mad, rak n’em beuz ket a c’hoant da droumpla den, e lakaan ar gallek enn eun tu, hag ar brezounek enn eun tu-all. Evelse, ma ne ententit ket mad ar brezounek, n’ho pezo nemed sellet ouc’h ar gallek evit sklerijenna ho spered. Ma vefe unan-bennag hag en defe diskred var ar varnedigez-se, n’en deuz nemed dont d’am c’haout, ha me he diskouezo d’ezhan, skrivet e skritur moull, rak etre va daourn eman.