Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/272

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
264
emgann kergidu


BARNEDIGEZ


Kadorn-Varn an dispac’h


Dalc’het e Brest var skouer hini Paris, hag a zoug, var lavar jury ar varnedigez :

1° Eo anat euz bet great skridou hag a denn da ziskar ha da zispartia kuzulerien ar vro, ha da adlakat eur roue e Franz ;

2° Ha Fabian Croy a zo bet kendrec’het da veza great ar skridou-ze ;

3° Ha m’an deuz ho great gand he oll anaoudegez-vad, hag evit stourm ouc’h an dispac’h ;

A varn d’ar maro Fabian Croy, hanvet aman diaraok, hervez an artikl kenta euz al lezenn euz an 29 a veurs 1793 ;

A lavar he vadou dastumet evit ar Republik.

An 13 floreal (miz ar bleun), an eilved bloaz euz ar Republik a Franz.

En hano ar bobl a Franz,

Ar gador-varn e deuz roet ar varnedigez a zo aman var-lerc’h :

Kador-varn an dispac’h dalc’het e Brest, goude beza guelet ar skrid-tamall great gand an diskulier publik ar gador-varn-ze, enep Fabian Croy, korporal enn eil rejimant soudarded var droad, galvet diagent soudarded var-droad-ar-mor, oajet a zeiz vloaz varn-ugent, ganet e Sant-Per-Montier, departamant ar Menez-Guenn, o chom e Brest.

Er skrid tamall-ze e lenner ar pez a zo aman varlerc’h :

Joseph-Fransez-Ignaz Donze-Verteuil, tamaller publik e kichen kador-varn an dispac’h, dalc’het e Brest var skouer hini Paris,

A ziskouez, an daou pluvioz (miz ar glao) diveza, kommandant an diou vataillon volontierien an nasion, neuze chom e Montroulez, en deuz great kemer ha kas, da di-kuzul-kear, ar zoudard Fabian Croy, evit beza diskouezet kentelliou ha mennoziou a enep an dispac’h.

An den-ze, o veza bet kaset euz a Vontroulez da gastel Brest, ha lakeat etre daouarn kador-varn an dispac’h, ar skridou a gomz anez-han a zo bet roet d’an tamaller publik.

Ac’hano e c’hoarvez : 1° Croy a zo bet kavet var-n-ezhan