Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20
emgann kergidu

ket he bar, hanvet Taupin. Heman an den-man en euz great kals traou epad an dispac’h, avoualac’h evit ober eul leor enn he bez. Marteze divezatoc’h e vezo kountet d’ehoc’h he histor penn-da-benn. Evit tec’het araok ar zoudarded a ioa e kear deuet evit her c’has d’ar prizoun, an Aoutrou’n eskop a ieas kuit adreuz he jardin ha koat an eskopti, dre an nor guz a sko var ar ster vraz a ia dre gear Landreger. Eno oa eur vag ouc’h her gortoz, evit her c’has dioc’h-tu, dre vor ; lod a lavar da vaner an Aoutrou de Roquefeuille, lod-all da di an Aoutrou de Bois-Riou. Me gred oa an daou Aoutrou kalounek-se en em glevet evit tenna an Aoutrou Le Mintier de Saint-Andre euz a gear Landreger.

A benn an noz varlerc’h oa kavet eur vag ha martoloded a feiz hag a galoun evit kas an Aoutrou’n eskop da enezen Jersey a zo d’ar Zaozoun. Var dro unnek heur, tenval meurbed an noz, an Aoutrou Le Mintier de Saint-Andre, eskop diveza Landreger, a guiteaz douar he eskopti, ha Breiz-Izel...

Marvet eo e Bro-Zaoz evel an Aoutrou de la Marche, ep beza gellet distrei d’he eskopti !

An hini en euz respountet d’ezhan he ofern diveza, araok kuitaat he eskopti, a zo c’hoaz e buez. Er bloas-man, da c’houel Iann, en devezo eur bloaz ha kant achu. He hano a zo Fransoa Kerroux, o choum e Sant-Aron, e parrez Plemeur-Gauthier. Bet eo, epad hanter kant vloaz, mear enn he barrez. Ar groaz a henor a zo ganthan, mez eur groaz-all en euz hag a zo dudiussoc’h d’he galoun eget hounnez. An Aoutrou David, eskop Sant-Briek, en euz goulennet evit-han digant hon Tad Santel ar Pab Pi IX, hag e bet en euz ive, kroaz Sant-Gregor, abalamour m’eo bet choumet, epad he vuez hir, e pep leac’h hag e pep giz, stard meurbed enn he feiz hag enn he relijion.

Setu aman lod euz ar verz a gane Landregeriz, ep aoun ebed rak ar zoudarded, goude m’en doa ranket ho Aoutrou’n eskop pellaat diout-ho :


Lestrik, digor prim da voelliou,
Dinec’h, nij skanv dreist ar c’hoummou :
Mestr braz ar mor da ziouallo
Kreiz ar gerrek, an arneo.

Jerze, enezen evuruz,
Ha c’houi, Bro-Zaoz, bezet joauz,