Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/280

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
272
emgann kergidu


C’HOUEC’HVED PENNAD VARN-UGENT


————
An Aoutrou Branellec. — An Itroun Le Guen


Setu me eat, ha neket-ta, pell divar hent braz Kastel. Petra fell d’eoc’h ? N’oun ket evit miret ouc’h va spered da vont da reded pa gomzan a draou ker kriz, ken digaloun ha maro ar paour keaz koueriad a ioa o tenna panez enn he bark. Deuomp enn dro da velet petra a c’hoarvezo gant an Aoutrou Coarigou hag an Aoutrou Gall.

Kerkent ha m’o doa great ho muntr, ar zoudarded a en em lakeaz adarre enn hent.

Dirak ar Vadalen, araok mont e kear, e oue great eun ehan. Eno e oue lakeat ar zoudarded var diou renk, a-hed an hent braz, ar c’habiten enn tu kleiz, he gleze noaz enn he zourn ; er penn araok, eur zoudard gand he drompill, hag e kreiz, an daou velek atao stak-oc’h-stak. Kerkent ha m’oue roet an urz da vale adarre, ar zoudard, er penn araok, a en em lakeaz da drompilla ken a dregerne gant-han koajou maner ar Gernevez.

Pa glevaz keriz an drompill o soun, e oue enkrez e meur a galoun ; trompill ar zitoïaned ne drompille nemed evit an drouk. An doriou hag ar prenestrou a oue serret var bep ti ; ar guel epken euz a zoudarded ar Republik, a rea poan ha glac’har d’ar galoun.

Dont a rechont gand ru ar Skolach evit sevel dre ar Ru-Vraz var al leur-gear, el leac’h m’oa bet ar penn kenta euz a emgann Kergidu, deiz an tenna d’ar zort.

Pa glevaz Canclaux soun an drompill, e teuaz buan er meaz euz he di, evit gouzout penaoz o doa ar re-man tennet ho zaol ; abaoue ar mintin edo var c’hed anezho. Ar c’habiten a ieaz d’he gaout, seder ha laouen, evit lavaret d’ezhan ma n’o doa ket gellet paka paotred Treger, o doa da viana, gand kalz a boan evit guir, gellet lakaat ho dourn var an daou velek penn-fall a ioa gant-han.