Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/282

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
274
emgann kergidu

An Aoutrou Branellec ne falvezaz ket gant-han tec’het kuit ; klask a reaz eun ti da guzet enn-han.

Neuze kerkouls ha breman ne deo na kaloun na feiz a vanke e Kastel. Tud ar gear-ze a zo bet, hag a zo atao stag ha stag mad ouc’h ho relijion. — Ra gendalc’ho ar re a zo breman da vale var roudou ho zud koz !

Pa oue klevet e chome an Aoutrou Branellec er vro, tregont e leac’h unan a ieaz da ginnik ho zi d’ezhan. Koulskoude, evel a c’houzoc’h, n’oa ket brao rei golo d’ar veleien. Mont a reaz da guzet da di intanvez an Aoutrou Le Guen. Hounnez, an itroun a galoun-ze, hanvet Anna Roussel, ginidik a Vrest, a ioa bet dimezet d’an Aoutrou Le Guen de Kerneizon, alvokad e Lesneven. Pa varvaz he fried, e teuaz, gand he femp kraouadur, da jom da Gastel. Ne ket red d’ign lavaret d’eoc’h oa eur gristenez vad pa’z eo guir e kuze beleien enn he zi.

Kuzet tud enn tiez, e kear, a zo diez, abalamour n’euz na kreier, na granchou, na sanaillou, na berniou kolo, na grac’hellou keuneud d’ho lakaat enn-ho. Petra a reaz an Itroun Anna Roussel evit kuzet an Aoutrou Branellec ? Freuza a reaz, er zolier, moger he zi ; ober a reaz eun toull doun avoualac’h da eun den da azeza, huel avoualac’h evit-han da zevel enn he za evit diskuiza. Da stanka an toull, e oue lakeat eur pres ledan, daou stalaf varnez-han ; euz a gein ar pres e oue lammet diou banell evit ober eun or vraz avoualac’h da vont er c’huz ha da zont er meaz eb direnka netra er gampr.

An diou banell a oue berreat dioc’h an daou benn evit ma viche eaz ho zenna kuit pa viche c’hoant ; d’ho harpa, enn diabarz, e veze lakeat, var stal ar pres, tri bern linseriou harp-oc’h-harp.

N’euz forz piou a viche eat er zolier, n’en diviche guelet netra, n’euz fors piou en diviche digoret ar pres, n’en diviche jamez sonjet e viche eun den kuzet er voger adren.

Eno oa kuzet an Aoutrou Branellec. Fouge a ioa enn Itroun Le Guen de Kerneizon, o kaout enn he zi eur belek hag a c’helle digeri da veur a hini dor ar Baradoz. Fouge a ioa enn-hi, siouaz ! ne badaz ket pell.

E kerik vian Rosko oa eun den klan, ha dre eno n’oa belek ebed, rak leun oa an tiez a zoudarded. Aoun o doa, paotred ar Republik, na viche kouezet dre eno ar Zaozon varnez-ho. Kouskoude an den klan en doa c’hoant da gomz eur ger