Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/283

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
275
emgann kergidu

ouc’h eur belek araok kuitaat ar bek douar-man. Gouzout a reat dre eno oa chomet an Aoutrou Branellec e Kastel, gouzout a reat zoken edo e ti an Itroun Le Guen de Kerneizon ; mez piou da zigas da Gastel ? Kerkent ha ma veze guelet unan-bennag o tont euz a Rosko, e teue dek soudard var he lerc’h da c’houzout da beleac’h ez ea. Eun den, hanvet Jerom Salaun, a zonjaz skriva eul lizer hag her rei da eur c’hraouadur iaouank, Lan ar Moal, ne viche ket diskredet var-n-ezhan. Her gervel a reaz d’he di :

— Lan, eme-z-han, ha mont a rafez hep aoun ebed da Gastel ?

— Ia, mont a rafen ! Meur a veach dija oun bet o verza pesked e Kastel, ha n’em beuz ket bet a aoun.

— Breman evelse ez euz soudarded dre eno.

— Dre aman ez euz ive, hag, hep aoun ebed, oun meur a veach tremenet a-biou d’ezho hag hep tenna va c’halabousenn zoken.

— Eur paotr a galoun out, Lan ; dont a ri, a gredan, a-benn euz da gevridi.

— Ia, Aoutrou Salaun, pe ne deuio den.

— Mad, sell, setu aman eul lizer hag a gasi da di an Itroun Le Guen de Kerneizon, a zo o chom e ru Karmez. Ne pezo nemed rei al lizer d’an Itroun ha dont kuit dioc’h-tu.

— An dra-ze ne ket diez da ober, hag, abarz eun anter-heur aman, eman ho lizer e Kastel.

— Guell a-ze ! Araok mont enn hent, deuz da gemeret eun tamm bara hag amann ; an dra-ze a lakaio bole enn da zivesker.

— Ne raio ket a zrouk d’ign, evit guir, Aoutrou Salaun, rak moan eo va c’hof.

— Petra ? Ha n’ec’h euz ket debret da lein ?

— Eo, mez ne ket bet eul lein druz evelse.

— Ha perak-ta ?

— Perak ? P’edo va zad, va mamm, va diou c’hoar ha me o vont da zibri hor lein, euz digouezet enn ti pevar zoudard. Ranket euz bet rei d’ezho ho lod, rak naoun o doa, a lavarent, ha ne ket al lodennou bianna a zo eat gant-ho. Me am boa c’hoant da lavaret eun dra-bennag, mez va zad a luche ouzign ; guelloc’h e kave rei peoc’h, rak gant tud ken divergount, n’euz netra da c’hounit.

— Mad, trouc’h eun trouc’had mad a vara, laka amann varnez-han, ha bale da Gastel da gas al lizer-man d’al leac’h ma’m beuz her lavaret d’id.