Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/289

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
281
emgann kergidu

ofern, hag ouc’h ho destum enn eur bern goude gousperou. Abalamour da-ze e c’hellan komz ouz-hoc’h eb aoun ebed.

— Ia, o va Doue ! eme Renea ; goulennit digan-en ar pez ho pezo izoum. Kement a zo em zi a roign d’eoc’h a galoun vad, rak gouzout a ran ar pez a zo en em gavet gand an Itroun Le Guen de Kerneizon, ho mestrez.

— C’hoant am beuz da c’hounid ho boued d’ar pemp kraouadur a zo chomet gan-en. C’houi a c’hounid ho para en eur neza gand ar c’harr ; mad, me am beuz c’hoant da ober evel-d-hoc’h.

— En eur neza gand ar c’harr n’euz ket kals a c’hounidegez, evelato e c’heller beva.

— Ia, mez n’em beuz karr ebed, hag e teuan da c’houlen unan digan-e-hoc’h mar hoc’h euz daou ; ar falla a vezo mad avoualac’h evidoun.

— Daou garr am beuz, a drugare Doue, ha ne ket ar falla a roign d’eoc’h, rak muioc’h a dud hoc’h euz da veva eged oun-me.

— Doue r’ho pinnigo, Renea Riou, c’houi hag ho tud !

— Ouc’hpenn-ze, digouezet mad kenan oc’h. Deac’h diveza, merour an Aoutrou de Kermoysan, a vaner Kerandraon, a ioa bet o tigas d’ign samm he loan a lin da neza, ar c’henta ar guella. Me gred eo evit ober dillad d’an Aoutrou, a zo kuzet dre eno enn tu-bennag.

— Oh ! roit peoc’h, Renea, gand aoun da veza klevet.

— N’ho pezet ket a aoun, den n’hor selaou. Mad, breman pa vezimp diou o neza, ez ai an hanter buanoc’h al labour enn dro.

— Bennoz d’eoc’h, Renea, ha meuleudi da Zoue, ne zilez ket va femp kraouadurik. Selaouet en deuz dija ouc’h va feden !

Mari Toullek a zammaz he c’harr-neza var he skoaz, a gemeraz eun ordenn lin a-zindan he c’hazel, hag a deuaz d’ar gear.

Pa zihunaz ar vugale, ez ea ar c’harr enn dro, ha dija peder verzid goloet a neud a ioa var marc’h ar c’harr...

N’e d-an ket da gounta d’eoc’h petra zonjaz ha petra lavaraz ar vugale o velet ho flac’h o neza, hag hi enn eur guele ken dister ; re iaouank oant evit gouzout mad ar pez a ioa c’hoarvezet gant-ho. Pa c’houlennent ho mamm, Mari a lavare d’ezho lavaret ho fedennou evit he digas enn dro, hag ar vugale a bede Doue.