Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/291

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
283
emgann kergidu

An Itroun Le Guen de Kerneizon e deuz bevet ive betek ar gozni an hirra.

— N’em beuz ket a aoun rak ar maro, emez-hi, rak an Aoutrou Branellec, merzeriet evit ar feiz, a deuio da zigeri dign dor ar Baradoz.

Nann, ne doa ket a izoum da gaout aoun rak ar maro, rak digor, ha digor-braz, e kafche dor ar Baradoz. — Ha n’oa ket ive hi he-unan merzerez ?

Bugale vian an Itroun Le Guen de Kerneizon a zo, evit an darn-vuia, o chom e Brest. Unan anezho a zo chalouni e Kemper, he c’hoar a zo leanez : ho daou var hent eeun ar Baradoz.

An Aoutrou Branellec ne oue ket pell he abadenn. Ne zaleaz ket da veza kaset da Vrest, el leach m’oue barnet d’ar maro. Merzeriet eo bet, var leur-gear Brest, d’ar Iaou-Gamblid, 17 a viz ebrel, er bloaz 1794. — Kaera deiz evit eur belek da vont d’an env gand an Aoutrou Doue !...

Enn derveziou araok oa bet c’hoaz lakeat d’ar maro e Brest, an Aoutrou Coz hag an Aoutrou Drevez, kure Recouvranz. Var leur-gear Lesneven, er zizun var-lerc’h, e oue dibennet an Aoutrou Habask, kure Plourin, hag an Aoutrou Guillou Petoun, kure Kerlouan.

Ne d-an ket da gounta d’eoc’h merzerinti an Aoutrou Branellec. Leun a nerz hag a feiz, ne grenaz ket dirak ar maro. Ar ganaouen a zo aman varlerc’h, savet gant-han enn he brizoun, enn derveziou araok mervel, hen diskouezo d’eoc’h guelloc’h eged va c’homzou, rak kanaouennou evelse ne c’hellont ket beza savet gant tud hag o deuz aoun.

Mez araok kana d’eoc’h kanaouen an Aoutrou Branellec, ez an da lakaat dirak ho taoulagad he varnedigez d’ar maro. Ar varnedigez-man a ziskouezo d’eoc’h eur veach c’hoaz pegement a garantez o deuz ar republikaned oc’h relijion Jesus-Christ. He rei a ran d’eoc’h ger evit ger, gant he brezounek fall, evit diskouez em beuz c’hoant da gounta ar virionez. Ha mar deuz unan-bennag ha ne gredfe ket va lavar, n’en deuz nemet dont d’am c’haout, ha me he diskouezo d’ezhan, ger evit ger, evel m’eo skrifet aman.


————