Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/293

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
285
emgann kergidu

eur goard eus ar municipalite, en eur beza antreet e demeuranç an intanves Le Guen, o deveus arretet ur particulier suspedet da veza eur bœlecq rebell, pehini eu deveus disclœriet dezo en em henvel Yan-Mary Branellec, ama diaraucq cure eus ar Minihi, ha beza abavoue tri dervez e ty an intanves Le Guen, en ur gabinet ;

2° Penaus, ebars en enterrogator subisset dre an intanvez Le Guen, yvez diracq unan euz ar barneuryen eus an tribunal, hi e deveus anzavet, ec’h anaveze Branellec abars ar revolucion ; penaus e houye n’en devoa ket great he le ; penaus oa chommet en e zy abavoue ar sadorn, beteg al lun da beder heur diouc’h ar pardaëz ; ha penaus ez oa er moumend-se ez oant bet arretet assambles.

Dioud hac hervez an espos-ma, an accuser publiq en deveus dresset ar presant accusacion, quen a enep al lavaret Yan-Mary Branellec, quen a enep al lavaret Anna Roussel, intanves Le Guen ; ar c’henta, evit, pa voa bœlecq, nan great e le, nan beza oboïsset d’al lesenn var an deportacion, hac en dispris anezi beza chommet var terouer ar Republiq, ha beza hi bet cavet cuzet ebars ty al lavaret intanves Le Guen. Pe evit tra an accuser publiq, en em reserf goude ma en devezo great certenya ar paridiguez, da requedi a enep al lavaret Branellec an execucion eus al lesenn eus an tregont vendemiaire (mis ar vendaich). Hac al lavaret Anna Roussel, intanves Le Guen, evit beza miret dre guz en e zy, al lavaret Branellec, en eur anaoud aneza evit boelecq rebell.

Pe evit tra an accuser publiq a requed penaus, dre an tribunal assamblet, e vezo roet act dezan euz ar presant accusacion-ma pehini a zoug a enep Yan-Mary Branellec, ama diaraucq bœlecq accustumet euz a barrez ar Minihi, euz a Sant Pol a Leon ; hac Anna Roussel, intanves Le Guen, e demeuranç e Sant Pol, dalc’het en ty a arret, lavaret ar C’hastell e Brest ; ha dre gonsequançz, e vezo ordrenet penaus, dre an hucher an tribunal, dougueur eus an ordrenanç da zigouezout, al lavaret Branellec hac intanves Le Guen bez e vezint quemeret dre gorf, arretet hac ecrouet el lavaret ty a arret, evit chomm enna evel en ty a justiç : ha penaus al lavaret ordrenanç a vezo roet da c’houzout quen d’ar municipalite eus a Vrest, quen d’an nep accuset.

Great e cabinet an accuser public, ar pemp var-n’ugent germinal (mis ar séan), an eil bloaz eus a Republiq Franç, unan hac indivisibl.

Sinet : Donze-Verteuil.