Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/294

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
286
emgann kergidu

An ordrenanç a grog-korf rentet er memès deiz dre an tribunal a enep Yan-Mary Branellec hag Anna Roussel, intanves Le Guen.

Ar procès-verbal eus a ecrou o phersonnaichou e castell Brest, evel ty a justiç.

An disclœracion eus an testou, pehini a zoug penaus an accuset a zo presantet dezo en audianç dindan an hano a Yan-Mary Branellec, a so ervad en eur fesounn real Yan-Mary Branellec ama diaraucq bœlecq e Sant-Pol-a-Leon, ha nan great e le ha penaus ec’h anavezont aneza evit-se.

An disclœracion eus ar jury pehini a zoug ez eo certen penaus epad nivose diveza (mis an œrc’h), ez eus bet coumettet eur c’huz euz a veleyen rebell, ebars communen Sant-Pol a Leon, penaus Anna Roussel, intanvez Le Guen a so quendrec’het da veza autor ha quendorfetourez eus an drouc-ober-se.

An tribunal, goude beza clevet an accuser publiq var an applicacion eus al lesenn,

Disclœrya a ra al lavaret Branellec quendrec’het da veza belecq rebell, hag er c’hiz-se beza bet sujed d’an deportacion ; dre gonsequanç ordren a ra penaus e vezo livryet diouc’htu d’an executer euz ar barnidiguezou criminal evit beza laqueat d’ar maro ebars er peder heur var-n’uguent var plaçzenn Triomphlou ar bobl eus ar goumunen a Vrest, hervez an articlou 5, 10, 14 ha 15 eus a bere eus bet great lennadur, hac ez int concevet en termenyou-ma :

« Art. X. — Bez int disclœryet sujed d’an deportacion, barnet ha punisset en hevelep guiz-se, an esqibyen, an diaraucq-ama arc’hesqep, ar persouned conservet en o fonccionou, ar viqeled eus an esqibyen-se, ar superyoled hac an directored euz ar semineraou, ar viqeled eus ar c’hureed, ar professored eus ar semineraou hac eus ar c’hollaichou, an instituteuryen publiq, hac an nep deveus prezeguet, ebars e nep peb ilis eve, abavoue al lesenn eus ar pemp c’huevreur 1791, pe ré n’o devezo quet great al lé ordrened dre an articl nao ha tregont eus an decred an 24 gouere 1790, ha reglet dre an articlou unan var-n’ugent hag eiz ha tregont eus ha hini an daouzecq eus ar memès mis, ha dre an articl daou eus a lesenn an nao var-n’uguent mis du eus ar memès bloas, pe o deveus en em dislavaret aneza, ha pa o deffe memès prestet ho lé abavoue o dislavar ; an oll tud a ilis quen cloër quen