Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/297

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
289
emgann kergidu


Setu aman breman kanaouen an Aoutrou Branellec. Ne gaf ket d’ign o defe ar verzerien genta savet kaeroc’h kanaouen araok mont d’ar maro. An Aoutrou Branellec ne ket nec’het gant-han he-unan ; dilenn a ra ar maro, he vuez a ro a galoun vad evit difenn he greden. Ne d-eo nec’het nemed abalamour d’an intanvez e deuz roet digemer d’ezhan : ne d-eo glac’haret nemed abalamour d’he vreudeur o deuz dilezet lezennou an Aviel.

Kanaouen an Aoutrou Branellec a vez kanet var don hymm ar verzerien : Sanctorum meritis.


KANAOUEN


An Aoutrou BRANELLEC


————

Ar varn a zo douget
N’ez euz mui a dermen ;
Dilenn zo d’ign roet
A zaou gand al lezen :
Pe dinac’ha ar felz,
Pe beza dibennet.
O kinnig ha kriz ha kalet !

Me zilenn ar maro,
Euz a greiz va c’halon ;
Ha me a gemero
Ar guir relijion,
Lec’h heuil lezen direiz
Eur Gambr [1] kontammet oll,
Ha mad da gas ar vro da goll.

Va goall ha va zorfed
Dirak an nasion,
Eo ma em beuz prezeget
An Aviel guirion,
Tamallet al lezen
Da veza chismatik,
Hag ouc’hpenn ive, heretik.

Ne brezegan netra,
Ne ket guir, kristenien ?
Gand va goad her sina
Me her raio laouen ;
Mez, enep eur c’hontamm
Hag eur c’hontamm goalluz,
A ro ar maro peur-baduz.

  1. An Deputeed a ioa e Paris oc’h ober lezennou.