Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/298

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
290
emgann kergidu


Pobl, ouzit ’m beuz truez,
Eur veach c’hoaz kent mervel,
Kuita da zallentez,
Dalc’h mad d’an Aviel.
Goa ! goa ! ha mil gueach goa !
D’an nep n’hen heulio ket,
Rak, ep mar, e vezo kollet.

Digor da zaoulagad
Kren, ha deuz da euzi,
Me a ia gand va goad
Da ziskouez da fazi.
Ia, ia, evit va feiz,
Difenn ar virionez
Tud direiz, me ro va buez.

Lavar c’hoaz, mar kerez,
Den diboell ha digar,
Ez eo, var digarez
Kaout madou an douar,
Am beuz bet dinac’het
Da doui lealded,
Ha gouzaon poaniou ker kalet.

Mez perak, va Doue,
Klaskout en em venna,
Dirak tud didrue,
Tud an disleala,
Heretiket direiz,
A zismantr gand drougiez
An Iliz hag ar gristeniez.

Selaou, te, breur divad,
Breur difeiz ha diboell,
Krial a ra va goad
Evel hini Abel,
Venjanz enn da enep,
A enep da zis-fe,
Betek tron an Aoutrou Doue.

Breur kri ha disleal,
Ha te c’hell c’hoaz difenn
Eur gelen ker gadal,
Ha ker garo lezen ?
Gand Satan ’out trec’het,
Mar deuez c’hoaz da heulia
Mac’herien a deu d’am laza.

Eur veach c’hoaz, va breur ker,
Saveta da ene :
Heuil Iliz hor Zalver,
Ha dilez prim da le,
Mammen euz da zizeür
Ha da zaonedigez,
Ha kevret dizeür ar bobl kez.