Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/304

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
296
emgann kergidu

— Nann, ne d-eot ket ; ma rank unan-bennag ac’hanomp mont, me eo a ielo.

Mari a choume sebezet ; me gred oa stourmadek enn he c’haloun ; c’hoant e doa da choum c’hoaz var an douar da zevel he bugaligou — ha ne ket souez — hag evelato he c’houstianz a rebeche d’ezhi e voa laosk.

Anna, oc’h he guelet en arvar, a zalc’haz startoc’h ; edo o vont da c’hounit.

— Na vezit ket souezet, va c’hoar, emezhi, ouc’h va c’hlevet. P’oan eat d’ar gouent, ha n’am boa-me ket lezet oll draou ar bed-man evit en em rei da Zoue epken ? Ha n’oan-me ket maro evit ar bed ? Eun dervez ma oue digoret dor ar gouent ha great d’ign dont kuit, me am biche kavet guell kaout taol ar maro digant unan-bennag eged dont adarre etouez ar bed. Ha breman e kaf d’eoc’h e tec’hfenn araok ar maro ? Nann, nann, va c’hoar.

— Kouskoude, Anna, va c’houstianz ne ket direbech dirak Doue ; me eo mestrez Penn-an-Neac’h.

— Nann, Mari, eur veach c’hoaz, ann dra-ze ne ket guir. N’oc’h ket muioc’h eged-oun-me mestrez e Penn-an-Neac’h, rak an hanter a zo di-me ; ker braz mestrez oun-me ive-ta ha c’houi, ker kabluz ha c’houi oun ive-ta da veza roet golo d’an Aoutrou Gall ha d’an Aoutrou Coarigou. Tavomp var gement-man, ha guelomp a behini ac’hanomp hon diou e vezo ar brasa dienez er bed-man.

— Va c’hoar baour, roit peoc’h ; ranna a rit va c’haloun. Dispartia dioc’h va bugale !...

— Diou gristenez vad omp hon diou, me gred ; neuze e c’houzomp ar bed-man ne d’eo nemed eur skeud, eur bouill moged. Eur blavez muioc’h pe nebeutoc’h var an douar, petra a ra ze ? Hor guir vro a zo gand Doue enn he Varadoz ; ar c’henta mont kuit ac’halen eo ar guella. Evelato ez eo red, evit darn, chom var ar bek douar-man, keit ha ma c’houlen ho stad. Ha c’houi, va c’hoar, hag ho stad ha ne c’houlen ket e chomfac’h c’hoaz er bed-man evit sevel ho pugale ? Bremaik e ranne ho kaloun, ha ne ket iskiz, o sonjal e rankac’h ho lezer var an douar, evel pemp minor paour, dilezet gand an oll, gand Doue zo-ken, marteze ; ha breman, a c’hellit chom gant-ho direbech ha dibeoc’h, ne fell ket d’eoc’h ? Oh ! sonjit peger braz dienez e ve ar c’holl ac’hanoc’h !

— Nann, Anna, ho kinnig a zo re vraz. Kemeret diganeoch ho puez !... Nann, ne c’hellfenn goude-ze kousket